Nations Bible

Mateo 10

an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.

1Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur, ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn. 2Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur; 3Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde; 4Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. 5Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned; 6met, it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel. 7En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost. 8Pareit ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaoulien; resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra. 9Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz, 10na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh; rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued. 11E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'z eot, goulennit piv a zo din d'ho tegemer, ha chomit eno betek ma'z eot kuit. 12En ur vont e-barzh an ti, saludit-eñ, 13ha, mar deo din an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ; met, ma n'eo ket din, ra zistroio ho peoc'h deoc'h. 14Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid. 15Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se. 16Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered, ha eeun evel koulmed. 17Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù; 18Kaset e viot dirak gouarnerien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed. 19Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma komzot, nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout. 20Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h. 21Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv. 22Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet. 23Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den. 24An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou. 25A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh. 26N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet. 27Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù. 28N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. 29Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad. 30Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. 31N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned. 32Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù; 33met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù. 34Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze. 35Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer, 36hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh. 37An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; 38an neb na gemer ket e groaz ha na'm heul ket, n'eo ket din ac'hanon. 39An neb a viro e vuhez, he c'hollo, hag an neb a gollo he buhez abalamour din, he c'havo. 40An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset. 41An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh. 42Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

Ilustración artística: una interpretación, no un registro histórico.

¿Sabías que…?

Los doce enviados en misión

  • Simón, llamado Pedro, y su hermano Andrés —la primera pareja nombrada entre los doce— eran pescadores de Betsaida, en la costa occidental del mar de Galilea. Santiago y Juan, mencionados a continuación, eran hijos de Zebedeo, un pescador de Galilea que tenía sus propias barcas y jornaleros.Fuentes: el propio texto bíblico · Simon Peter · Andrew · Zebedee
  • Mateo, identificado en la lista como el recaudador de impuestos, era hijo de Alfeo y antes se conocía como Leví; cobraba impuestos en Capernaúm, y el nombre Mateo significa “don de Dios”. Tomás, nombrado junto a él, también era llamado Dídimo, el equivalente griego del nombre hebreo, que significa “gemelo”. Bartolomé significa “hijo de Tolmai” y, por lo general, se supone que es la misma persona que Natanael.Fuentes: el propio texto bíblico · Matthew · Thomas · Bartholomew
  • Jesús advierte que el día del juicio será más tolerable para Sodoma y Gomorra que para un pueblo que rechace a los doce apóstoles. El Diccionario Bíblico de Easton (1897) describe esas ciudades de la llanura de Sidim como destruidas por fuego y proverbiales por su maldad, y las ubica, probablemente juntas, cerca del extremo norte de lo que hoy es el mar Muerto.Fuentes: el propio texto bíblico · Sodom · Gomorrah

Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.

Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Habla con nosotros

Cuéntanos desde dónde lees, cómo te ha ayudado la Biblia o qué podemos mejorar. Leemos todos los mensajes.