Mateo 9
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr. 2Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 3Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz. 4Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù? 5Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale? 6Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti. 7Hag e savas, hag ez eas d'e di. 8Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud. 9Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias. 10Jezuz o vezañ ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien. 11Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? 12Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. 13Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien. 14Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket? 15Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint. 16Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h. 17Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan. 18Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo 19Jezuz a savas, hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien. 20Setu ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. 21Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. 22Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se. 23Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz, 24e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-mañ n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ 25Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas. 26Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro. 27Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! 28Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. 29Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz. 30Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se. 31Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro. 32Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul. 33Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel. 34Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien. 35Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl. 36O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor. 37Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. 38Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.

¿Sabías que…?
Misericordia, curación y vino nuevo
- Mateo, hijo de Alfeo, era publicano, es decir, recaudador de impuestos, en Cafarnaúm. Jesús, al subir desde la orilla del lago, pasó por el puesto de impuestos donde Mateo estaba sentado y le dijo: “Sígueme”. Antes se lo conocía como Leví; ese mismo día ofreció un gran banquete, descrito como una despedida, a Jesús, a los discípulos y, probablemente, a muchos de sus antiguos compañeros.Fuentes: Matthew · el propio texto bíblico
- Quienes preguntan por qué ellos y los fariseos ayunan tan a menudo, mientras los discípulos de Jesús no ayunan, son discípulos de Juan el Bautista. A Juan se lo llama el precursor; era de linaje sacerdotal, su padre Zacarías sacerdote del turno de Abías y su madre Elisabet una de las hijas de Aarón.Fuentes: John the Baptist · el propio texto bíblico
- Una cronología sitúa la curación del paralítico, el llamado de Mateo, la pregunta sobre el ayuno y la parábola de los odres en el año 28 d. C.Fuentes: Healing the Man with Palsy · Jesus Calls Matthew · Fasting Question · Parable of the Winseskins
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
- Sea of Galilee · 32.819, 35.590 · versículo 1
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org