Mateo 11
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1P'en devoe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e kêrioù ar vro. 2Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ: 3Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 4Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit: 5ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien. 6Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon. 7Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 8Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned. 9Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 10Rak eñ eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit. 11Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ. 12Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer. 13Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann; 14ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont. 15Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout. 16Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù, hag a gri da vugale all, 17o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet hirvoudoù deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget kañv. 18Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ. 19Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale. 20Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz. 21Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu. 22Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h. 23Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav. 24Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit. 25En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale! 26Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se. 27Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ. 28Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio. 29Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù; 30rak va yev a zo dous, ha va bec'h a zo skañv.

¿Sabías que…?
La pregunta de Juan y las ciudades que no se arrepintieron
- Desde la cárcel, Juan envió a sus discípulos a preguntar si Jesús era el que había de venir. Jesús dijo a las multitudes que Juan era más que un profeta —el mensajero enviado por delante para preparar el camino— y, si estaban dispuestos a aceptarlo, el Elías que había de venir. Un diccionario bíblico llama a Juan el precursor y dice que su misión ya era objeto de profecía, citando Isaías 40:3 y Malaquías 3:1; también presenta a Elías como el Elías del Nuevo Testamento.Fuentes: el propio texto bíblico · John the Baptist · Elijah
- Luego Jesús denunció a Corazín, Betsaida y Capernaúm, donde se había hecho la mayor parte de sus milagros, porque no se arrepintieron. Un diccionario identifica Corazín con la actual Kerazeh, a unas dos millas y media subiendo el uadi Kerazeh desde Capernaúm, y dice que Capernaúm, ausente del Antiguo Testamento, llegó a ser la propia ciudad de Jesús después de que dejó Nazaret. Sitúa Betsaida en el lado oriental del lago, dos millas río Jordán arriba, en Gaulanítide, ampliada por Felipe el tetrarca y llamada Julias por la hija del emperador, aunque algunos han supuesto que hubo una sola Betsaida, cerca de donde el Jordán entra en el lago.Fuentes: el propio texto bíblico · Chorazin · Capernaum · Bethsaida
- Contrastó esas ciudades con Tiro y Sidón, de las que dijo que se habrían arrepentido hace mucho, en cilicio y ceniza, y con Sodoma, de la que dijo que habría permanecido hasta hoy. Sidón, en la costa del Mediterráneo, a unas veinticinco millas al norte de Tiro, era la ciudad fenicia más antigua de allí y la ciudad madre de Tiro. Un diccionario afirma que el comercio del mundo entero se reunía en los almacenes de Tiro y que Sodoma, en el valle de Sidim, fue destruida por fuego del cielo de modo tan completo que no se ha hallado rastro de ella.Fuentes: el propio texto bíblico · Sidon · Tyre · Sodom
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
- Galilee · 32.760, 35.527 · versículo 1
- Sidon · Hoy: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · versículos 21, 22
- Tyre · 33.271, 35.196 · versículos 21, 22
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org