Matthew 18
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1D'an eur-se, an diskibien a dostaas ouzh Jezuz, hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù? 2Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz, 3hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket, ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne deot ket e rouantelezh an neñvoù. 4Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se, a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù. 5Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ, a zegemer ac'hanon. 6Met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin, hag e vefe taolet e donder ar mor. 7Gwalleur d'ar bed abalamour d'ar skouerioù fall! Rak ret eo e teufe skouerioù fall, met gwalleur d'an den ma teu drezañ ar skouer fall! 8Ma ra da zorn pe da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou dorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus. 9Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn. 10Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù. 11Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet. 12Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad, hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù, evit mont da glask an hini a zo dianket? 13Ha mar kav anezhañ, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent ha n'int ket bet dianket. 14Evel-se, n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ. 15Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan; mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur. 16Ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest. 17Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan. 18Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv. 19Me a lavar c'hoazh deoc'h: mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù. 20Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz. 21Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho em enep? Bez' e vo betek seizh gwech? 22Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek seizh gwech dek ha tri-ugent. 23Dre-se, rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien. 24P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant. 25Dre ma n'en devoa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale, ha kement en devoa, evit paeañ e zle. 26Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bede anezhañ, o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle. 27O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se, en lezas da vont, hag a bardonas dezhañ e zle. 28Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner; hag, o kregiñ ennañ, e waske e c'houzoug en ur lavarout: pae ar pezh a dleez din. 29E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bede anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit. 30Met hemañ ne fellas ket dezhañ; mont a reas d'e deurel er prizon, betek m'en devoa paeet ar pezh a dlee. 31E genvreudeur, o welout ar pezh en devoa graet, a voe glac'haret bras; mont a rejont da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet. 32Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer-se hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet; 33ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur, evel ma em boa bet truez ouzhit? 34Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en devoa paeet kement a dlee. 35Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.

Did you know?
Humility, reconciliation, and forgiveness
- The disciples come to Jesus asking who is greatest in the kingdom of heaven, and he invites a little child to stand among them, saying that whoever humbles himself like that child is the greatest. A chronological outline dates these teachings on humility, temptation, and reconciliation to AD 29 and assigns them to a single day.Sources: the Bible text itself · Teachings on Humility/Temptation/Reconciliation
- Peter, who asks how often he should forgive a brother who sins against him, was originally called Simon and had been trained as a fisherman at Bethsaida, on the western coast of the Sea of Galilee. He suggests seven times; Jesus answers not seven times, but seventy-seven times, and tells of a king who forgives a servant owing ten thousand talents. That servant later refuses to forgive a fellow servant who owed him a hundred denarii.Sources: the Bible text itself · Simon Peter
- When a brother sins against you, the instruction is to confront him privately and, if he will not listen, to take one or two others so that every matter may be established by the testimony of two or three witnesses. If he still refuses, the matter is to be told to the church, and if he will not listen even to the church, he is to be regarded as a pagan or a tax collector.Sources: the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org