Matthew 17
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel; 2hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar goulou. 3Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ. 4Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ; mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. 5Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ. 6Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genou, hag o devoe ur spont bras. 7Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n'ho pet ket aon! 8Sevel a rejont o daoulagad, he ne weljont nemet Jezuz e-unan ganto. 9Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv. 10An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? 11Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra. 12Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh. 13Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour. 14O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout: 15Aotrou! Az pez truez ouzh va mab; loariek eo ha gwall boaniet; alies e kouezh en tan, hag alies en dour. 16Degaset em eus anezhañ da'z tiskibien, ha n'o deus ket gallet e yac'haat. 17O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din. 18Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ; ar bugel a voe yac'haet war an eur memes. 19Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se? 20Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h. 21Met ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn hag ar yun. 22E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud; 23e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se. 24Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm? 25Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi? 26Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta, a zo diskarg diouto. 27Met, evit na roimp ket ur skouer fall dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentañ pesk a zeuio, digor e c'henou, hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.
Did you know?
The Transfiguration and the Return to Galilee
- Jesus took Peter, James, and John alone up a high mountain, where he was transfigured before them. Easton's Bible Dictionary identifies James as a son of Zebedee, an elder brother of the apostle John, and a fisherman in partnership with Peter, and notes that the three were present at the transfiguration. Peter, also called Simon, had been brought up by the Sea of Galilee and trained as a fisher.Sources: the Bible text itself · James (Son of Zebedee) · Simon Peter
- Moses and Elijah appeared and talked with Jesus. Easton's Bible Dictionary identifies Elijah as 'the Tishbite,' the 'Elias' of the New Testament, the figure the disciples asked about when they questioned the scribes' saying that Elijah must come first. The disciples understood Jesus' reply—that Elijah had already come and had not been recognized—to refer to John the Baptist, whose mission the dictionary connects with prophecy, including Malachi 3:1.Sources: the Bible text itself · Elijah · John the Baptist
- In Galilee, Jesus said the Son of Man was about to be delivered into the hands of men, killed, and raised to life on the third day. Easton's Bible Dictionary notes that the region was called 'Galilee of the Gentiles,' and that Capernaum—'Nahum's town'—became Jesus' 'own city' after his expulsion from Nazareth; there, collectors of the two-drachma tax asked Peter whether his teacher paid it.Sources: the Bible text itself · Galilee · Capernaum
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Galilee · 32.760, 35.527 · verse 22
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org