Matthew 19
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan. 2Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas ar re glañv. 3Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit, n'eus forzh evit peseurt abeg? 4Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h, 5ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, hag e vint ur c'hig hepken? 6Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue. 7Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez lezet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit? 8Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo, en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez; er penn-kentañ, ne oa ket evel-se. 9Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh]. 10E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar deo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ. 11Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho. 12Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked, abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren. 13Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno, ha ma pedje evito. Met an diskibien o fellae. 14Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan, ha na zifennit ket outo dont davedon; rak rouantelezh an neñvoù a zo d'an nep a zo heñvel outo. 15Lakaat a reas e zaouarn warno, hag ez eas kuit ac'hano. 16Ha setu, un den a dostaas hag a lavaras da Jezuz: Mestr, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 17Eñ a respontas dezhañ: Perak e c'houlennez ouzhin diwar-benn ar mad? Unan hepken a zo mat, [Doue]. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù. Pere? emezañ. 18Jezuz a respontas: Ne lazhi ket; Ne ri ket avoultriezh; Ne laeri ket; Ne lavari ket a falstesteni; 19Enor da dad ha da vamm; ha: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 20An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se [adalek va yaouankiz]; petra a vank din c'hoazh? 21Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ parfet, kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon. 22Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall-drist, rak madoù bras en devoa. 23Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù. 24En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 25An diskibien o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras, hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 26Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue. 27Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet; petra a vo evidomp? 28Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel. 29Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus. 30Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

Did you know?
Marriage, children, and the cost of following
- After finishing these sayings, Jesus left Galilee and went into the region of Judea beyond the Jordan, where large crowds followed him and he healed them. The Jews called Galilee Galil; it was also known as Galilee of the Gentiles, and Upper Galilee was distinguished from Lower Galilee. Under the Romans in the time of Christ, Judea was the southernmost of Palestine's three divisions, distinguished from Galilee and Samaria, and a dated account calls this teaching in Perea, beginning in AD 30.Sources: the Bible text itself · Galilee · Judea · Jesus Teaches in Perea
- Some Pharisees came to test Jesus, asking whether it was lawful for a man to divorce his wife for any reason, and they appealed to Moses' order that a man give his wife a certificate of divorce and send her away. Jesus replied that Moses permitted divorce because of their hardness of heart, though it had not been so from the beginning.Sources: the Bible text itself
- When Peter said that he and the others had left everything to follow Jesus, he spoke as a man trained as a fisher. Originally called Simon, he was the son of Jona, and his hometown was Bethsaida, on the western coast of the Sea of Galilee, where he had been brought up to that work.Sources: the Bible text itself · Simon Peter
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Galilee · 32.760, 35.527 · verse 1
- Jordan · Today: Jordan River · 31.761, 35.558 · verse 1
- Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verse 1
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org