Matthew 16
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas ouzh Jezuz, hag, evit e demptañ, a c'houlennjont outañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv. 2Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz; 3ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù! 4Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit. 5An diskibien, o tremen en tu all, o devoa ankounac'haet kemer bara ganto. 6Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz. 7An diskibien a soñje enno o-unan hag a lavare: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 8Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h? 9Bez' oc'h c'hoazh hep skiant, ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h, 10nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h? 11Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz? 12Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz. 13Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den? 14Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded. 15Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? 16Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev. 17Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù. 18Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi. 19Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù: ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù. 20Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ ar C'hrist. 21Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz. 22Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit. 23Met Jezuz, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket war an traoù a sell ouzh Doue, met war an traoù a sell ouzh an dud. 24Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon. 25Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo. 26Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene? 27Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù. 28Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

Did you know?
Peter's confession and the way of the cross
- Caesarea Philippi, where Jesus asked who people said the Son of Man was, stood near the base of Mount Hermon at the upper source of the Jordan, 20 miles north of the Sea of Galilee and 120 miles north of Jerusalem. Easton's Bible Dictionary (1897) calls this the northern limit of his public ministry. According to some, the place had earlier been a Canaanite sanctuary of Baal; it was afterwards called Paneas.Sources: Caesarea Philippi · the Bible text itself
- When the Pharisees and Sadducees asked for a sign from heaven, Jesus said that a wicked and adulterous generation would be given only the sign of Jonah. Easton's Bible Dictionary (1897) describes Jonah, son of Amittai of Gath-hepher, as a prophet of Israel sent as a missionary to Nineveh, and presents him as a type of the Son of Man.Sources: Jonah · the Bible text itself
- Simon, whom Jesus here calls Peter, was a fisherman from Bethsaida and the son of Jonah. Easton's Bible Dictionary notes that Simon, meaning "hearing," was a very common Jewish name in the New Testament. When Peter rebuked the saying that Jesus must go to Jerusalem, suffer, be killed, and be raised on the third day, Jesus answered, "Get behind me, Satan"; the same dictionary defines Satan as "adversary" or "accuser," a name it also uses for the one who tempted Jesus in the wilderness.Sources: Simon Peter · Satan · the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org