Matthew 15
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezhañ: 2Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù. 3Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun? 4Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 5met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue, 6n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun. 7Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: 8Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant he muzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin. 9Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud. 10Neuze, o vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit. 11N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den. 12Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ? 13Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet. 14Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull. 15Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se. 16Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez, bez' oc'h c'hoazh hep skiant? 17Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro? 18Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den. 19Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, al lazherezhioù, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù. 20Setu aze an traoù a hudura an den; met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den. 21Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon. 22Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul. 23Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h. 24Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel. 25Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon! 26Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan. 27Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù. 28Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet. 29Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno. 30Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; eñ o yac'haas, 31en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel. 32Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent. 33An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout, el lec'h distro-mañ, bara a-walc'h da bredañ kement a dud. 34Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeut peskedigoù. 35Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; 36hag o vezañ kemeret ar seizh bara hag ar pesked, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien, hag e ziskibien o roas d'ar bobl. 37Hag e tebrjont holl, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet. 38Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale. 39Goude bezañ kaset kuit ar bobl, e pignas er vag, hag e teuas da vro Magadan.

Did you know?
Tradition, the coast of Tyre, and bread by the lake
- Pharisees and scribes came from Jerusalem and asked why Jesus’ disciples ate without washing their hands, treating that as a break with the tradition of the elders. He answered by quoting Isaiah, whom Easton's Bible Dictionary (1897) identifies as the son of Amoz and places in the reigns of Uzziah, Jotham, Ahaz, and Hezekiah, on people who honor God with their lips while their hearts are far away.Sources: the Bible text itself · Isaiah
- Jesus then withdrew to the district of Tyre and Sidon, where a Canaanite woman begged him to heal her daughter and called him Son of David. Sidon, on the Mediterranean coast north of Tyre, took its name from Zidon, Canaan’s eldest son and ancestor of the Sidonians and Phoenicians. It was the oldest Phoenician city and the mother city of Tyre; it lay in Asher’s allotment but was never subdued.Sources: the Bible text itself · Sidon · Tyre · Canaan
- Jesus then went along the Sea of Galilee, sat on a mountain, and healed people laid at his feet, before feeding four thousand men, besides women and children, with seven loaves and a few small fish. Easton's Bible Dictionary (1897) notes that John calls the lake the Sea of Tiberias and places its surface 682 feet below the Mediterranean. The same dictionary says the boat crossing ended at Magadan, a name found only in this chapter and called Dalmanutha in Mark, on the west shore of the lake.Sources: the Bible text itself · Sea of Galilee · Magadan
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 1
- Galilee · 32.760, 35.527 · verse 21
- Sidon · Today: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · verse 21
- Tyre · 33.271, 35.196 · verse 21
- Canaan · 32.767, 35.333 · verse 22
- Sea of Galilee · 32.819, 35.590 · verse 29
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org