Nations Bible

Luke 22

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae. 2Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak doujañ a raent ar bobl. 3Met Satan a yeas e Judaz, lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek; 4hag ez eas, hag e komzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded, diwar an doare ma en lakaje etre o daouarn. 5Laouen e voent a gement-se, hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ. 6Eñ a roas e c'her, hag e klaske an tu dereat evit e reiñ dezho hep ma ouije ar bobl. 7Koulskoude, deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask, 8ha Jezuz a gasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da fichañ deomp ar Pask, evit ma tebrimp anezhañ. 9Int a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e fichfemp anezhañ? 10Eñ a lavaras dezho: Pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour; heuilhit-eñ en ti ma'z aio ennañ, 11ha lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h ma tebrin ennañ ar Pask gant va diskibien? 12Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha kempennet; fichit eno ar Pask. 13Int eta o vezañ aet kuit, a gavas an traoù evel m'en devoa lavaret dezho, hag e fichjont ar Pask. 14Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol, hag an daouzek abostol a oa gantañ. 15Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, a-raok ma c'houzañvin. 16Rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ, betek e vo graet e rouantelezh Doue. 17Hag o vezañ kemeret an hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h. 18Rak me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet rouantelezh Doue. 19Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon. 20En hevelep doare, goude bezañ koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h. 21Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin. 22Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet drezañ! 23Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se. 24Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ. 25Met eñ a lavaras dezho: Rouaned ar bobloù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien. 26Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij. 27Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij. 28C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù, 29ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din, 30evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronioù, o varn daouzek meuriad Israel. 31An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh. 32Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur. 33Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv. 34Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon. 35Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra. 36Met bremañ, emezañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, hag en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; hag an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell ha preno unan. 37Rak me a lavar deoc'h, eo ret c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. 38Hag e lavarjont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo. 39Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ. 40Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur. 41Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede, 42o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini. 43Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat. 44Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar. 45O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh, 46hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur. 47Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ. 48Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok? 49Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze? 50Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou. 51Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ. 52Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer. 53Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn. 54Neuze e krogjont ennañ, hag e kasjont anezhañ da di ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell. 55Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez. 56Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se. 57Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ. 58Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket. 59War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez. 60Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas. 61An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. 62Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder. 63Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezhañ, hag a skoe warnañ. 64O vezañ e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outañ: Divin piv eo an hini en deus da skoet. 65Hag e lavarent kalz a draoù a-enep dezhañ, en ur zroukkomz en e enep. 66Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin; 67lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont]. 69Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue. 70Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on. 71Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

The Passover Meal and the Arrest

  • The chapter calls the approaching Feast of Unleavened Bread the Passover and places the meal on the day the Passover lamb was to be sacrificed. Jesus sent Peter and John, both from Bethsaida and both fishermen, to prepare it; they found a large furnished upper room, and when the hour came he reclined at the table with the apostles.Sources: the Bible text itself · Simon Peter · John the Apostle
  • Judas, one of the Twelve, is called Iscariot, a surname explained as meaning a man of Kerioth, and he is identified as the son of Simon. The chapter says that Satan—a name meaning adversary or accuser—entered him; Judas then agreed with the chief priests and temple officers to hand Jesus over for money, away from the crowd.Sources: the Bible text itself · Judas Iscariot · Satan
  • After the meal Jesus went, as usual, to the Mount of Olives, a ridge east of Jerusalem named for the olive trees covering its slopes and separated from the city by the Kidron valley. He withdrew about a stone’s throw beyond the disciples, knelt, and prayed; then a crowd led by Judas arrived, and Jesus was taken to the high priest’s house.Sources: the Bible text itself · Mount of Olives

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 10
  • Mount of Olives · 31.778, 35.246 · verse 39

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.