Nations Bible

Luke 21

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1O vezañ savet e zaoulagad, Jezuz a welas tud pinvidik a lakae o frofoù e teñzor an templ. 2Gwelout a reas ivez un intañvez paour, a lakaas e-barzh daou bezhig. 3Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet e-barzh muioc'h eget an holl re all. 4Rak holl o deus lakaet, e profoù, eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he devoa evit bevañ. 5Hag evel ma lavare hiniennoù dezhañ e oa savet an templ gant mein gaer ha gant profoù pinvidik, e lavaras: 6C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. 7Hag e c'houlennjont outañ: Mestr, pegoulz en em gavo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout? 8Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo [ar C'hrist], hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h. 9Pa glevot komz eus brezelioù, hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok; met ne vo ket kerkent ar fin. 10Lavarout a reas dezho ivez: Ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; 11hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha bosennoù; hag en em ziskouezo traoù spouronus, ha sinoù bras en neñv. 12Met, a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint en o sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, hag ho kasint dirak ar rouaned ha dirak an ouarnerien, abalamour da'm anv. 13Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da desteniañ. 14Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn, 15rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho. 16C'hwi a vo gwerzhet gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv. 17C'hwi a vo kasaet gant an holl, abalamour da'm anv. 18Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn. 19Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul. 20Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoù, gouezit eo tost he glac'har. 21Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù; ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra en em dec'hint er-maez anezhi; hag ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont e kêr. 22Rak bez' e vint deizioù a gastiz, abalamour d'an holl draoù a zo bet skrivet da erruout. 23Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak ur glac'har bras a vo war ar vro-mañ, ha droug a vo a-enep ar bobl-mañ. 24Kouezhañ a raint dindan dremm ar c'hleze, kaset e vint da sklaved e-touez an holl bobloù, ha Jeruzalem a vo mac'het gant ar bobloù, betek ma vo peurleuniet amzerioù ar bobloù. 25Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar bobloù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras. 26An dud a vo prest da rentañ o ene gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet. 27Ha neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ur c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras. 28Pa en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h, ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta. 29Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez all: 30pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, eo tost an hañv; 31evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit eo tost Rouantelezh Doue. 32Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. 33An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. 34Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. 35Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar. 36Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den. 37Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived. 38Ha, da c'houlou-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Jerusalem, the temple, and the days ahead

  • A geographical note says that the name Jerusalem is dual in the original and means “possession of peace” or “foundation of peace.” It adds that this form probably refers to the two mountains on which the city was built, Zion and Moriah, or, as some suppose, to the upper and lower city, and it calls Jerusalem a mountain city enthroned on a mountain stronghold. In this chapter Jesus says that city will be surrounded by armies, left desolate, and trodden down by the Gentiles.Sources: Jerusalem · the Bible text itself
  • Jesus tells those who are in Judea to flee to the mountains when they see Jerusalem surrounded by armies. A geographical note explains that, under the Romans in the time of Christ, Judea meant the southernmost of the three divisions of Palestine, distinguished from Galilee and Samaria, though the name was sometimes used for Palestine in general. As a province it included the territories of the tribes of Judah, Benjamin, Dan, Simeon, and part of Ephraim, and it formed part of Syria.Sources: Judea · the Bible text itself
  • The chapter opens not with armies but with a poor widow who puts two small copper coins into the temple treasury. Jesus says she has given more than the rich, who contributed from their surplus, because she put in all she had to live on. The disciples then remark on the beautiful stones and consecrated gifts of the temple, and he answers that not one stone will be left on another.Sources: the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 20, 21, 24
  • Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verse 21
  • Mount of Olives · 31.778, 35.246 · verse 37

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.