Luke 23
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat. 2Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue. 3Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 4Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ. 5Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ. 6Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se. 7Hag o vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez, hag a oa e Jeruzalem en deizioù-se. 8Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en devoa c'hoant d'e welout, abalamour m'en devoa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak. 9Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ; met Jezuz ne respontas netra dezhañ. 10Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno, hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent. 11Met Herodez, gant tud e ward, a zisprizas anezhañ; hag evit ober goap anezhañ, e lakaas gwiskañ dezhañ ur sae splann, hag e tistroas anezhañ da Bilat. 12En deiz-se, Herodez ha Pilat a zeuas da vezañ mignoned; rak a-raok e oant enebourien. 13Neuze Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro, hag ar bobl, a lavaras dezho: 14Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl, ha goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ, 15nag Herodez kennebeut, rak ho kaset em eus d'e gavout; ha setu n'en deus graet netra a vefe din a varv. 16O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ. 17[Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.] 18Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz. 19Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr. 20Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez. 21Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! 22Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. 23Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske. 24Neuze Pilat a varnas ober evel ma felle dezho. 25Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent; hag e lezas Jezuz d'o bolontez. 26Hag evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war lerc'h Jezuz. 27Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, hag en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn. 28Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras dezho: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale, 29rak deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget! 30Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hiennoù: Goloit ac'hanomp! 31Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h? 32Hag e kased ivez daou dorfedour, evit o lakaat da vervel gantañ. 33Pa voent deuet el lec'h anvet Klopenn, e stagjont anezhañ ouzh ar groaz eno, hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz. 34Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord. 35Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue! 36Ar soudarded ivez, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ, a rae goap outañ, 37o lavarout: Mar dout roue ar Yuzevien, en em savete da-unan. 38Ha bez' e oa a-us d'e benn ar skrid-mañ, [e gresianeg, e latin hag en hebraeg]: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN. 39Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez. 40Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan? 41Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet. 42Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh. 43Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz. 44Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur, hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. 45An heol a deñvalaas, ha gouel an templ a rogas dre e greiz. 46Ha Jezuz en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Va Zad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas. 47Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue, o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh. 48An holl bobl hag a oa en em zastumet eno, o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon. 49An holl re a anaveze anezhañ, hag ar gwragez o devoa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell, hag a selle ouzh an traoù-se. 50Un den anvet Jozef, ur c'huzulier-meur, un den mat ha reizh, 51un den n'en devoa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù, o tont eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, a c'hortoze ivez rouantelezh Doue; 52o vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas outañ korf Jezuz. 53O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den. 54Bez' e oa deiz ar c'hempennadur, hag ar sabad a zeue. 55Ar gwragez deuet eus Galilea gant Jezuz, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet korf Jezuz e-barzh. 56Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.

Did you know?
Trial, Cross, and Burial
- Pontius Pilate, identified by Easton's Bible Dictionary (1897) as the sixth Roman procurator of Judea (A.D. 26–36), kept his headquarters at Caesarea but often went up to Jerusalem. The council’s accusations in this chapter are political: that Jesus was subverting the nation, forbidding the payment of taxes to Caesar, and proclaiming himself Christ, a king.Sources: Pontius Pilate · the Bible text itself
- When Pilate learned that Jesus was a Galilean and under Herod’s jurisdiction, he sent him to Herod Antipas, a son of Herod by Malthace, who was then in Jerusalem. Herod had long wanted to see Jesus and hoped for a miracle, but Jesus did not answer his questions. After Herod and his soldiers mocked Jesus and dressed him in a fine robe, they sent him back, and that day Herod and Pilate, who had been enemies, became friends.Sources: Herod Antipas · the Bible text itself
- The place of crucifixion is called The Skull; a Latin form, Calvaria, translated the Greek Kranion, which rendered the Hebrew Gulgoleth. It probably took this name from its shape, a low, rounded, bare rise somewhat like a human skull, and Scripture nowhere calls it a hill. The crucifixion took place outside the city walls and near a public road.Sources: Skull · the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Galilee · 32.760, 35.527 · verses 5, 6, 7, 49, 55
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 5, 7, 19, 28
- Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verses 5, 51
- Cyrene · 32.821, 21.851 · verse 26
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org