Nations Bible

Luke 20

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Un deiz ma kelenne Jezuz ar bobl en templ, ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed, hag an henaourien, o vezañ deuet, a gomzas outañ, 2hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 3Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; lavarit din, 4badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv, pe eus an dud? 5Hag int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 6Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio; rak krediñ a reont ez eo Yann ur profed. 7Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue. 8Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 9Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien, hag ez eas evit pell amzer en ur vro all. 10Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit ma rojent dezhañ frouezh eus ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 11Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs, hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 12Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez, hag e gasas kuit. 13Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat; marteze, [pa en gwelint,] e toujint anezhañ. 14Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan, o lavarout: Setu an heritour; [deuit,] lazhomp-eñ, evit ma vo an heritaj deomp. 15Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg? 16Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se! 17Neuze, Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-hen: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn? 18An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ. 19Neuze ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ d'an eur-se memes, rak anavezet o devoa mat penaos en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho; met aon o devoa rak ar bobl. 20Setu perak, oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ tud hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner. 21An dud-mañ eta a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. 22Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket? 23Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: [Perak e temptit ac'hanon?] 24Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar. 25Neuze eñ a lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. 26Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl; met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont. 27Neuze hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a dostaas, hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 28Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp, ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'ar wreg, evit sevel lignez d'e vreur. 29Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 30An eil a zimezas d'e wreg, hag a varvas hep bugale. 31An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh holl en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale. 32Ha goude holl ar wreg a varvas ivez. 33A behini anezho e vo eta gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 34Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez, hag a ro da zimeziñ. 35Met ar re a vo kavet din da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv, ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ. 36Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled, ha ma vint bugale Doue, o vezañ bugale an adsavidigezh a varv. 37Met, penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouez Moizez pa c'halv er vodenn loskus an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. 38Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev; rak an holl a vev evitañ. 39Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus. 40Ha ne gredent ken goulenn netra outañ. 41Neuze e lavaras dezho: Perak e lavarer eo ar C'hrist Mab David? 42David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, 43betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 44Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo eñ e vab? 45Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien: 46Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù, hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù; 47int a zismantr tiez an intañvezed, hag a ra evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Debates in the Temple Courts

  • Asked by what authority he acts, Jesus asks whether John's baptism was from heaven or from men. The leaders will not answer: if they say from heaven, he can ask why they did not believe John; if they say from men, they fear the people will stone them, for the crowd is convinced that John was a prophet. Easton's Bible Dictionary (1897) describes John the Baptist as of priestly descent—his father Zacharias a priest of the course of Abia, his mother Elisabeth of the daughters of Aaron—and notes that his mission was the subject of prophecy.Sources: the Bible text itself · John the Baptist
  • Some Sadducees, who say there is no resurrection, ask whose wife a woman would be if, as Moses wrote, seven brothers in turn married her to raise up offspring. Jesus points to the burning bush passage, where Moses calls the Lord the God of Abraham, the God of Isaac, and the God of Jacob, and says God is God of the living. Easton's Bible Dictionary calls Abraham, son of Terah, father of a multitude; Isaac, the only son of Abraham by Sarah; and Jacob, also called Israel, the second-born twin of Isaac and Rebekah, one who follows on another's heels.Sources: the Bible text itself · Abraham · Isaac · Jacob (Israel)
  • Jesus asks how the Christ can be David's son when David, in the book of Psalms, calls him Lord. Easton's Bible Dictionary identifies David as the eighth and youngest son of Jesse, a citizen of Bethlehem, who first tended his father's sheep on the uplands of Judah.Sources: the Bible text itself · David

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.