Luke 19
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Jezuz, o vezañ aet e Jeriko, a dremene dre gêr. 2Ha setu un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned ha pinvidik, 3a glaske gwelout piv oa Jezuz; met ne c'helle ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa. 4Dre-se e redas a-raok, hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno. 5Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se, hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv ez ti. 6Eñ a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez. 7An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall. 8Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all. 9Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham. 10Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet. 11Evel ma selaouent ar c'homzoù-se, Jezuz, o kenderc'hel, a ginnigas ur barabolenn, abalamour ma oant tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest. 12Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezhañ, ha distreiñ goude. 13O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin. 14Met tud e vro a gasae anezhañ, hag e kasjont ur c'hannadur war e lerc'h, evit lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp. 15Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ. 16An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all. 17Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all. 19Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr. 20Hag unan all a zeuas, hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn; 21rak da zoujañ a ran, gouzout a ran penaos out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra, hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet. 22Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet. 23Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro, em bije e zilamet gant ar c'hampi? 24Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn. 25Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dija en deus dek minenn. 26Me a lavar deoc'h, e vo roet d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus. 27E-keñver va enebourien, ar re ne felle ket dezho e renjen warno, degasit int amañ, ha lazhit int dirazon. 28Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl. 29O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien, 30o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 31Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ. 32Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho. 33Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 34Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 35Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ. 36Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent. 37Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet. 38Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet! 39Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio. 41Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras: 42O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad. 43Rak deizioù a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu. 44Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet. 45Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh, 46o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 47Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv. 48Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.

Did you know?
From Jericho to Jerusalem
- Zacchaeus, a chief tax collector and a very wealthy man, is described as a superintendent of customs at Jericho. The city then produced and exported a considerable quantity of balsam, so the customs post was important and would account for his wealth. Jericho, “place of fragrance,” was a fenced city in a vast grove of palm trees in the Jordan plain, about five miles west of the river.Sources: Zacchaeus · Jericho · the Bible text itself
- Going up from Jericho, Jesus approached Bethphage and Bethany at the Mount of Olives, on the road between the two cities. Bethany, about two miles east of Jerusalem on the ridge’s southeastern slope, was named for its many palm trees; nearby Bethphage, “house of the unripe fig,” marked the limit of a Sabbath day’s journey from Jerusalem, two thousand cubits. The Mount of Olives takes its name from the olive trees on its slopes and rises east of Jerusalem, across the Kidron valley.Sources: Bethphage · Bethany · Mount of Olives · the Bible text itself
- As he approached and saw the city, Jesus wept and lamented that Jerusalem had not known, on that day, what would bring it peace. The name is explained as “possession of peace” or “foundation of peace”; in the original it is dual, probably referring to the two mountains on which the city was built, Zion and Moriah, or, as some suppose, to the upper and lower city. It is described as a mountain city enthroned on a mountain stronghold.Sources: Jerusalem · the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Jericho · Today: Tell el Alayiq · 31.852, 35.436 · verse 1
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 11, 28, 41
- Mount of Olives · 31.778, 35.246 · verses 29, 37
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org