John 20
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. 2Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet. 3Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez. 4Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez. 5O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh. 6Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar, 7hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. 8An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas. 9Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv. 10Hag an diskibien a zistroas d'o ziez. 11Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez 12hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz. 13Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet. 14Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz. 15Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ. 16Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! 17Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue. 18Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi. 19An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 20P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras. 21Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez. 22P'en devoe lavaret kement-se, e c'hwezas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel. 23D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho. 24Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz. 25An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Ni hon eus gwelet an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket. 26Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 27Neuze e lavaras da Domaz: Laka amañ da viz, ha sell ouzh va daouarn; astenn ivez da zorn, ha laka anezhañ em c'hostez, ha na vez ket diskredik, met kred. 28Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue! 29Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet! 30Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, met n'int ket skrivet el levr-mañ. 31Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Did you know?
Seeing the risen Jesus
- Mary Magdalene’s name comes from Magdala, the place of her birth, and was used to distinguish her from the other Marys in the Gospels. Easton's Bible Dictionary (1897) treats as mistaken the common idea that she was the woman called “a sinner” in Luke 7. In this chapter she finds the stone removed, later meets Jesus, and tells the disciples, “I have seen the Lord!”Sources: Mary Magdalene · the Bible text itself
- Thomas, one of the Twelve, was also called Didymus, the Greek equivalent of his Hebrew name, meaning “twin.” Easton's Bible Dictionary (1897) says that all we know of him is recorded in the Gospel of John. He was absent when Jesus first appeared to the disciples; he said he would not believe unless he saw the nail marks in Jesus’ hands and put his hand into his side, and eight days later he answered, “My Lord and my God!”Sources: Thomas · the Bible text itself
- When Mary recognized Jesus, she turned and addressed him in Hebrew as “Rabboni,” which the Gospel explains means “Teacher.” At first she had mistaken him for the gardener. That evening the disciples were together with the doors locked for fear of the Jews, when Jesus stood among them and said, “Peace be with you!”Sources: the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org