Nations Bible

John 21

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ. 2Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles. 3Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se. 4Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz. 5Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann. 6Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zennañ er-maez, abalamour d'an niver bras a besked. 7Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor. 8Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad. 9Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara. 10Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ. 11Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued. 12Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou. 13Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked. 14An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d'e ziskibien, goude bezañ adsavet a-douez ar re varv. 15Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. 16Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 17Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 18E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: pa oas yaouank, te en em c'hourize da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit; met pa vi kozh, ta a astenno da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout, hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont. 19Met, lavarout a rae kement-se, evit merkañ dre beseurt marv Pêr a roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heul ac'hanon. 20Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout? 21Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ? 22Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon. 23Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur, penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en devoa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket; met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? 24An diskibl-se eo, a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet, ha ni a oar ez eo gwirion e desteni. 25Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent bet skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellje ar bed memes kenderc'hel al levrioù a vije skrivet. [Amen.]

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Breakfast by the Sea of Tiberias

  • Among those gathered by the Sea of Tiberias were Thomas, also called Didymus—the Greek equivalent of his Hebrew name, meaning “twin”—and Nathanael of Cana in Galilee, whose name means “gift of God.” Nathanael is named only in the Gospel of John, which never lists Bartholomew, and the two have been identified with each other. Also present were the sons of Zebedee, James and John, whose father was a Galilean fisherman with two boats and hired servants.Sources: the Bible text itself · Thomas · Nathanael · Zebedee
  • Simon Peter, who invites the others to go fishing, had been trained to that work. Three times Jesus addresses him as “Simon son of John.” Easton's Bible Dictionary (1897) says the father’s name should be read “John,” as in the Revised Version, rather than “Jonas.”Sources: the Bible text itself · Simon Peter · Jonas
  • Cana, a town of Galilee near Capernaum and Nathanael’s birthplace, is not mentioned in the Old Testament. Some have identified it with Kana el-Jelil, eight or nine miles north of Nazareth; others with Kefr Kenna, about five miles northeast of Nazareth and twelve miles in a direct line from Tiberias. Nathanael was among those to whom Jesus showed himself alive after the resurrection at the Sea of Tiberias, and the chapter calls this the third such appearance to the disciples.Sources: the Bible text itself · Cana · Nathanael

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Sea of Galilee · 32.819, 35.590 · verse 1
  • Galilee · 32.760, 35.527 · verse 2

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.