Nations Bible

John 19

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet. 2Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn, hag a wiskas anezhañ gant ur vantell vouk. 3Hag e lavarent dezhañ: Roue ar Yuzevien, ni a salud ac'hanout; hag e roent jodadoù dezhañ. 4Pilat o vezañ aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ. 5Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell vouk; ha Pilat a lavaras dezho: Setu an den. 6Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ. 7Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ni hon eus ul lezenn, hag hervez hol lezenn e tle mervel, abalamour ma'z eo en em raet Mab Doue. 8Pilat, o klevout ar ger-se, en devoe c'hoazh muioc'h a zoujañs. 9Distreiñ a reas eta er pretordi, hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ. 10Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? N'ouzout ket em eus ar galloud da lakaat kroazstagañ ac'hanout, hag ar galloud da'z leuskel da vont? 11Jezuz a respontas dezhañ: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h. 12Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar. 13Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez, hag a azezas war e gador-varn, el lec'h galvet ar Pavez, hag en hebraeg Gabbata 14(met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue. 15Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar. 16Neuze e roas anezhañ dezho evit bezañ kroazstaget. Kemer a rejont eta anezhañ hag e kasjont Jezuz ganto. 17Ha Jezuz, o tougen e groaz, a zeuas el lec'h anvet ar C'hlopenn, hag a zo en hebraeg Golgota. 18Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu, hag unan all en tu all, ha Jezuz er c'hreiz. 19Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN. 20Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; skrivet e oa en hebraeg, e gresianeg hag e latin. 21Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien. 22Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet. 23Goude m'o devoe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad, hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep hini; kemer a rejont ivez ar sae; met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn, adalek krec'h betek traoñ. 24Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded. 25Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz. 26Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab. 27Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di. 28Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus. 29Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr, hag o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henou. 30P'en devoa Jezuz kemeret ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo pep tra! Hag, o vezañ pleget e benn, e roas ar spered. 31Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane. 32Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ. 33Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar. 34Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour. 35An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot. 36Ha kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret. 37Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet. 38Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz. 39Nikodem, an hini, er penn-kentañ, a oa aet en noz da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez. 40Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ. 41Setu, e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget, hag el liorzh ur bez nevez na oa bet c'hoazh lakaet den ennañ. 42Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien hag ivez dre ma oa tost ar bez.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Judgment, Cross, and Burial

  • Pontius Pilate, the sixth Roman procurator of Judea (A.D. 26-36), was based at Caesarea but often went up to Jerusalem. Roman governors customarily set their tribunals in the open; John places Pilate’s judgment seat at the Stone Pavement, called Gabbatha in Hebrew, a mosaic of colored stones outside the praetorium, explained as the paved temple mound where the fortress of Antonia stood.Sources: Pontius Pilate · Pavement · Gabbatha · the Bible text itself
  • The evangelists interpret Golgotha as “the place of a skull”: the name transcribes Aramaic Gulgaltha, Hebrew gulgoleth, “a skull,” and is the same place called Calvary, described as a small knoll rounded like a bare skull, outside the gate and near the city. Because it was so near, many Jews could read Pilate’s notice, written in Hebrew, Latin, and Greek, naming Jesus of Nazareth—the town where Joseph and Mary had lived—as King of the Jews.Sources: Golgotha · Nazareth · the Bible text itself
  • Joseph of Arimathea, a wealthy member of the Sanhedrin from Arimathea—probably Old Testament Ramah, though others identify it with Ramleh or with Rama in Benjamin—asked Pilate for the body, and Pilate agreed after the centurion confirmed that Jesus was dead. Nicodemus, a Pharisee of that council who had once visited Jesus at night, brought about seventy-five pounds of myrrh and aloes; they wrapped the body in linen with the spices, in the Jewish way, and laid it in a new garden tomb nearby, since it was the day of Preparation and the next day a high Sabbath.Sources: Joseph (of Arimathea) · Nicodemus · Arimathea · the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Nazareth · 32.702, 35.298 · verse 19
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 20

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.