John 18
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Goude m'en devoe Jezuz lavaret an traoù-mañ, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, eñ hag e ziskibien. 2Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien. 3Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant goulou ha gant armoù. 4Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit? 5Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Me eo. Ha Judaz, an hini en gwerzhe, a oa ivez ganto. 6Kerkent m'en devoa lavaret dezho: Me eo, e teujont a-dreñv, hag e kouezhjont d'an douar. 7Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared. 8Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos eo me; mar deo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit. 9Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ en devoa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din. 10Neuze Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ ur servijer d'ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ; ar servijer-se a oa anvet Malkuz. 11Met Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin; ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din? 12Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten hag an dud kaset gant ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ, 13hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se. 14Kaifaz a oa an hini en devoa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien, penaos e oa talvoudek e varvje un den hepken evit ar bobl. 15Met, Simon-Pêr, gant un diskibl all, en devoa heuliet Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur, hag ez eas gant Jezuz e palez ar beleg-meur. 16Met Pêr a oa chomet er-maez, e-tal an nor. An diskibl all, hag a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas eta da gomz ouzh ar borzhierez, hag a lakaas Pêr da vont e-barzh. 17Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket. 18Ar mevelien hag ar servijerien a oa eno, o vezañ graet tan, abalamour ma oa yen, e tomment. Pêr a oa ganto, hag e tomme. 19Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien, ha diwar-benn e gredenn. 20Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh. 21Perak eta e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho: an dud-se a oar ar pezh am eus lavaret. 22P'en devoa lavaret kement-se, unan eus ar servijerien a oa eno, a roas ur jodad da Jezuz, en ur lavarout dezhañ: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur? 23Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret; met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon? 24Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur. 25Simon-Pêr a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket. 26Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ? 27Pêr en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas. 28Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask. 29Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se? 30Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn. 31Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan, ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'hon eus ket ar galloud da lazhañ den. 32Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 33Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi hag o vezañ lakaet Jezuz da zont, e lavaras dezhañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? 34Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus e lavaret dit? 35Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet? 36Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han. 37Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh. 38Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se. 39Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? 40Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Ha Barabbaz a oa ul laer.

Did you know?
The Arrest and the Trials
- Jesus went out with his disciples across the Kidron Valley and entered a garden that Judas, his betrayer, already knew, because Jesus had often met the disciples there. Easton's Bible Dictionary (1897) calls the Kidron “the black torrent,” the brook flowing through the ravine below Jerusalem’s eastern wall.Sources: the Bible text itself · Brook Kidron
- The soldiers and officers brought Jesus first to Annas, father-in-law of Caiaphas, the high priest that year, and Annas then sent him, still bound, to Caiaphas. Easton's Bible Dictionary (1897) says Annas had been high priest from A.D. 7 to 14 and was deposed by the Roman procurator, yet, because Mosaic law held the office for life, the Jews may still have regarded him as legally high priest. The same dictionary identifies Caiaphas as a Sadducee who served throughout Pilate’s administration and who had advised that it would be better if one man died for the people.Sources: the Bible text itself · Annas · Caiaphas
- Pontius Pilate, the sixth Roman procurator of Judea (A.D. 26–36), kept headquarters at Caesarea but often went up to Jerusalem; that early morning he came out of the Praetorium because the Jews would not enter and risk being defiled, unable to eat the Passover. He offered to release one prisoner at the Passover, calling it their custom, but they demanded Barabbas. This chapter calls Barabbas an insurrectionist, while Easton's Bible Dictionary (1897) calls him a notorious robber and explains the name as “son of Abba” or “son of a father.”Sources: the Bible text itself · Pontius Pilate · Barabbas
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org