Nations Bible

Lucas 7

an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.

1Goude m'en devoa Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas e Kafarnaoum. 2Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv, hag a yae da vervel. 3Ar c'hantener, o vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer. 4Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se dezhañ, 5rak karout a ra hor pobl; eñ eo, en deus lakaet sevel hor sinagogenn deomp. 6Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned, da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn. 7Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet. 8Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. 9Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 10Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet klañv. 11An deiz war-lerc'h, Jezuz a yeas d'ur gêr anvet Nain; kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ. 12Evel ma tostaent ouzh dor kêr, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemetañ e vamm, a oa intañvez; un niver bras a dud eus kêr a oa ganti. 13An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket! 14O vezañ tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav! 15An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm. 16Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl. 17Ar vrud-se en em skuilhas dre holl Judea, ha dre an holl vro tro-war-dro. 18An holl draoù-mañ a voe lavaret da Yann gant e ziskibien. 19Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 20An dud-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezhañ: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout dit: Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all? 21En eur-se zoken, Jezuz a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus an drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall. 22Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien. 23Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon. 24Ar re en devoa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel? 25Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned. 26Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 27Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit. 28Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ. 29An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; disklêriet o deus reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann. 30Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'o deus ket graet o badeziñ gantañ, o deus disprizet menoz Doue evito. 31Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel? 32Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr, hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù, ha n'hoc'h eus ket gouelet. 33Rak Yann-Vadezour a zo deuet, hep debriñ bara, hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ. 34Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. 35Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale. 36Ur farizian, o vezañ e bedet da zebriñ en e di, Jezuz a yeas e ti ar farizian, hag en em lakaas ouzh taol. 37Ur wreg eus kêr, ur wreg a vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwez-vat, 38hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat. 39Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall. 40Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, bez' em eus un dra bennak da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Lavar anezhañ, Mestr. 41Ur c'hredour en devoa daou zleour, unan a zlee dezhañ pemp kant diner, hag egile hanter-kant. 42Evel n'o devoa ket peadra da baeañ, eñ a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muiañ. 43Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini a zo bet pardonet ar muiañ dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ: barnet mat ec'h eus. 44Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-mañ? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hiñ va zreid; met hi he deus o douret gant he daeroù, hag he deus o sec'het gant he blev. 45Te, ne'c'h eus ket roet ur pok din; met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid. 46Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid. 47Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut. 48Neuze e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit. 49Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno oc'h-unan: Piv eo hemañ, hag a bardon memes ar pec'hedoù? 50Met eñ a lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet; kae e peoc'h.

Ilustración artística: una interpretación, no un registro histórico.

¿Sabías que…?

Fe, compasión y la pregunta de un profeta

  • El Easton's Bible Dictionary (1897) describe Capernaúm como una ciudad de Galilea que no se menciona en el Antiguo Testamento y que llegó a ser la ciudad que Jesús trataba como suya después de ser expulsado de Nazaret, escenario de muchos episodios de su vida. En este capítulo llega allí y encuentra al siervo muy estimado de un centurión a punto de morir; unos ancianos judíos ruegan, diciendo que el oficial ama a su nación y ha construido su sinagoga.Fuentes: Capernaum · el propio texto bíblico
  • El Easton's Bible Dictionary (1897) relaciona el nombre Naín con una palabra hebrea que significa pastos verdes o hermoso, e identifica el pueblo con la aldea de Nein, en la ladera noroeste del Jebel ed-Duhy, llamado también la colina de Moré o el Pequeño Hermón, a unas cuatro millas de Tabor y veinticinco millas al suroeste de Capernaúm, sobre la llanura de Esdraelón. A la puerta del pueblo, Jesús se encontró con el funeral del hijo único de una viuda, y el asombro se extendió por la multitud.Fuentes: Nain · el propio texto bíblico
  • Juan el Bautista es presentado como el precursor del Señor y como hombre de linaje sacerdotal: su padre, Zacarías, era sacerdote del turno de Abías, y su madre, Elisabet, era una de las hijas de Aarón. Su misión se describe como objeto de profecía, y en este capítulo Jesús dice a las multitudes que Juan es más que un profeta, el mensajero enviado por delante para preparar el camino, mientras los discípulos de Juan preguntan si Jesús es el que había de venir.Fuentes: John the Baptist · el propio texto bíblico

Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.

Lugares de este capítulo

  • Nain · Hoy: Nein · 32.631, 35.350 · versículo 11
  • Judea · Hoy: Judea 1 · 31.777, 35.234 · versículo 17

Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Habla con nosotros

Cuéntanos desde dónde lees, cómo te ha ayudado la Biblia o qué podemos mejorar. Leemos todos los mensajes.