Nations Bible

Lucas 6

an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.

1C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene Jezuz dre barkeier ed; e ziskibien a ziframme tañvouezennoù, hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho. 2Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezhañ: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad? 3Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David hag ar re a oa gantañ, p'o devoa naon? 4Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas memes d'ar re a oa gantañ, petra bennak ne c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken? 5Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr memes war ar sabad. 6C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou. 7Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ, evit gwelout hag eñ a yac'hafe deiz ar sabad, evit kaout peadra d'e damall. 8Met evel ma'c'h anaveze o soñjezonoù, e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ, o vezañ savet, en em zalc'has en e sav. 9Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: hag aotreet eo, e deizioù ar sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll? 10Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile]. 11Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz. 12En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue. 13Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ebestel: 14Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome; 15Mazhev ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus; 16Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. 17O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù. 18Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet. 19Hag an holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac'hae holl. 20Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h! 21Eürus oc'h, c'hwi hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez! 22Eürus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den! 23En em laouenait en amzer-se, ha tridit gant ar joa, rak ho kopr a vo bras en neñv, rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded. 24Met gwalleur deoc'h-hu, tud pinvidik, rak c'hwi hoc'h eus bet ho kopr! 25Gwalleur deoc'h-hu, tud leuniet, rak c'hwi ho po naon! Gwalleur deoc'h-hu, ar re a c'hoarzh bremañ, rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo! 26Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded! 27Met me a lavar deoc'h-hu, c'hwi hag am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, 28bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h. 29D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg. 30Ro da biv bennak a c'houlenn diganit, ha mar fell da unan bennak dilemel diganit ar pezh a zo dit, n'en adc'houlenn ket. 31Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho. 32Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a gar ivez ar re o c'har. 33Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a ra ar memes tra. 34Ma ne brestit nemet d'ar re digant e c'hortozit kaout diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a brest ivez d'an dud a vuhez fall, evit kaout kement all. 35Met karit hoc'h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo bugale an Uhelañ-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re dizanaoudek hag ar re fall. 36Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus. 37Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet; 38roit, hag e vo roet deoc'h; roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr; rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all. 39Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull? 40An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr; met pep diskibl mat a vo evel e vestr. 41Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan? 42Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur. 43N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat. 44Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez. 45An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou. 46Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran? 47Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va c'homzoù hag a sent outo. 48Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h; an doureier o vezañ deuet, ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar, dre ma'z eo diazezet war ar roc'h. 49Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez; an doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent, ha diskar an ti-se a zo bet bras.

Ilustración artística: una interpretación, no un registro histórico.

¿Sabías que…?

El sábado, los Doce y la llanura

  • En un sábado, mientras Jesús pasaba por los sembrados, sus discípulos arrancaban espigas, las restregaban entre las manos y se las comían, y algunos fariseos dijeron que eso era ilícito. Jesús recordó que David y sus compañeros, con hambre, comieron el pan consagrado de la casa de Dios, lícito solo para los sacerdotes, y dijo que el Hijo del Hombre es Señor del sábado. En otro sábado, restauró en la sinagoga la mano derecha atrofiada de un hombre, mientras los escribas y fariseos lo observaban buscando un motivo para acusarlo; una cronología fecha ambos episodios en el año 28 d. C.Fuentes: el propio texto bíblico · Corn on the Sabbath · Healing a Withered Hand
  • Después de pasar la noche en oración en el monte, Jesús llamó a sus discípulos y eligió a doce, a quienes designó apóstoles. Entre ellos estaban Simón, a quien llamó Pedro, y Andrés, hermano de Pedro, pescadores de Betsaida, en la costa occidental del mar de Galilea, y Mateo, recaudador de impuestos en Capernaúm, antes conocido como Leví.Fuentes: el propio texto bíblico · Simon Peter · Andrew · Matthew
  • Jesús bajó con ellos y se detuvo en un lugar llano, donde se había reunido gente de Judea, de Jerusalén y de la costa de Tiro y Sidón para oírlo y ser sanada. Tiro y Sidón eran antiguas ciudades fenicias del Mediterráneo; Sidón, la más antigua, quedaba a unas veinticinco millas al norte de Tiro. Una cronología fecha esta enseñanza en el año 28 d. C. y la titula Sermón del Monte, aunque el relato sitúa a Jesús en terreno llano después de bajar del monte.Fuentes: el propio texto bíblico · Tyre · Sidon · Sermon on the Mount

Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.

Lugares de este capítulo

  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículo 17
  • Judea · Hoy: Judea 1 · 31.777, 35.234 · versículo 17
  • Sidon · Hoy: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · versículo 17
  • Tyre · 33.271, 35.196 · versículo 17

Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Habla con nosotros

Cuéntanos desde dónde lees, cómo te ha ayudado la Biblia o qué podemos mejorar. Leemos todos los mensajes.