Mark 9
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud. 2C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo. 3E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, [gwenn evel an erc'h,] ha kaer skedus ken n'eus kouez ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se. 4Ha Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz. 5Neuze Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. 6Rak ne ouie ket petra a lavare, abalamour ma oa spontet. 7Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ. 8Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto. 9Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv. 10Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ, adsevel a-douez ar re varv. 11Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? 12Respont a reas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra; ha Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù, ha bezañ disprizet. 13Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, ha penaos o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet, evel ma'z eo skrivet diwar e benn. 14O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho, ha skribed a stourme outo. 15Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o vezañ deredet e saludjont anezhañ. 16Neuze eñ a c'houlennas ouzh ar skribed: diwar-benn petra e stourmec'h outo? 17Hag un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut, 18e pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, e tispenn anezhañ, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent, hag en em disec'h; hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet. 19Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din. 20E zegas a rejont eta dezhañ; ha raktal ma welas Jezuz, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar, hag en em ruilhe oc'h eoniñ. 21Neuze Jezuz a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Eñ a respontas: Abaoe e vugaleaj. 22Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp. 23Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred. 24Kerkent tad ar bugel a grias [gant daeroù]: Me a gred, [Aotrou,] va nerzh em diskredoni! 25Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken ennañ. 26Ar spered a yeas kuit, o tifretañ anezhañ gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo. 27Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel; hag en em zalc'has en e sav. 28Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se? 29Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn [hag ar yun]. 30Hag, o vezañ aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezhañ ec'h anavezje den kement-se. 31Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz. 32Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se, ha ne gredent ket goulenn digantañ. 33Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o vezañ en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent? 34Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ. 35O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl. 36Hag o vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz; o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho: 37Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset. 38Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp. 39Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon. 40Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp. 41Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr; 42met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug, ha e vefe taolet er mor. 43Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn, 44[en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket]. 45Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, [en tan divougus, 46e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket]. 47Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn, 48e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket. 49Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen; 50Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan, ha bezit e peoc'h etrezoc'h.
Did you know?
The Transfiguration and Teaching on the Way
- After six days, Jesus took Peter, James, and John up a high mountain by themselves, and he was transfigured before them. Peter, originally called Simon, was a fisherman from Bethsaida on the Sea of Galilee. James, the elder brother of John and a son of Zebedee, was also a fisherman and was present with Peter and John at the transfiguration.Sources: the Bible text itself · Simon Peter · James (Son of Zebedee)
- On the high mountain, Elijah, the Tishbite and the Elias of the New Testament, appeared with Moses, talking with Jesus. As they came down, the disciples asked why the scribes say that Elijah must come first. Jesus replied that Elijah does indeed come first and that he has already come.Sources: the Bible text itself · Elijah
- Jesus and the disciples passed through Galilee, but he did not want anyone to know, because he was teaching them, and they came to Capernaum. Capernaum, Nahum’s town, was a Galilean city that became Jesus’ own city after his expulsion from Nazareth. The Jews called an upland plain among the mountains of Naphtali Galil, and the region came to be called Galilee of the Gentiles.Sources: the Bible text itself · Capernaum · Galilee
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Galilee · 32.760, 35.527 · verse 30
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org