Nations Bible

Mark 10

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn. 2Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit? 3Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h? 4Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit. 5Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon. 6Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h. 7Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, 8hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken. 9Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet. 10Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se e-barzh an ti; 11eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver; 12hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh. 13Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase. 14Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo. 15Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh. 16Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas. 17Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 18Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken. 19Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na lazh ket; Na ra ket avoultriezh; Na laer ket; Na lavar ket a desteni faos; Na ra ket a faosoni; Enor da dad ha da vamm. 20Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. 21Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warnañ, e garas hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o vezañ en em vec'hiet eus ar groaz]. 22Glac'haret o klevout-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en devoa. 23Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 24An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue! 25Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? 27Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra. 28Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet. 29Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel, 30ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. 31Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ. 32Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ: 33Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed. 34Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 35Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit. 36Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? 37Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz. 38Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? 39Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti; 40met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito. 41An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann. 42Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. 43Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. 44Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl. 45Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz. 46Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen. 47O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin! 48Kalz a c'hourdrouze anezhañ, evit ober dezhañ tevel; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! 49Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont eta an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra. 50O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz. 51Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma kavin ar gweled. 52Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Discipleship and Faith on the Road to Jerusalem

  • As Jesus and His followers traveled toward Jerusalem through Jericho in the Jordan valley, they encountered Bartimaeus, whose name means the son of Timaeus. Sitting by the roadside as a blind beggar, he repeatedly called Jesus the 'Son of David' before receiving his sight and following Him along the road.Sources: Jericho · Bartimaeus · Timaeus · the Bible text itself
  • James and John, the sons of the Galilean fisherman Zebedee, asked Jesus for the two highest seats of honor at His right and left hand. Jesus used their request to contrast Gentile rulers who lord authority over others with the kingdom of God, where whoever wants to be first must become the servant and slave of all.Sources: James (Son of Zebedee) · John the Apostle · Zebedee · the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Jordan · Today: Jordan River · 31.761, 35.558 · verse 1
  • Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verse 1
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 17, 32, 33
  • Jericho · Today: Tell el Alayiq · 31.852, 35.436 · verse 46
  • Nazareth · 32.702, 35.298 · verse 47

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.