Nations Bible

Mark 3

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. 2Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall. 3Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz. 4Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas. 5Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile]. 6Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel. 7Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea, 8eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ. 9Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto. 10Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved. 11Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue! 12Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ. 13Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gavout. 14Hag e lakaas daouzek anezho, da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg, 15hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re glañv ha] da gas kuit an diaoulien. 16Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; 17Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun; 18Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat, 19ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti; 20ar bobl en em zastumas a-nevez eno, en hevelep doare ma ne c'hellent ket memes kemer o fred. 21E gerent, o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo. 22Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien. 23Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit? 24Mar bez ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout; 25ha mar bez un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout; 26evel-se, mar sav Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar deo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo. 27Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze e preizho e di. 28Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo; 29met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus. 30Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur. 31E vreudeur hag e vamm a erruas eta, hag oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel; 32ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ, hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez aze o c'houlenn ac'hanout. 33Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur? 34Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 35Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Crowds, the Twelve, and the charge of Satan

  • Several of the men Jesus appointed as the twelve had been fishermen in Galilee. Simon, whom he named Peter, and his brother Andrew were from Bethsaida; James and John, sons of Zebedee, fished in partnership with Peter. Jesus called those brothers Boanerges, “Sons of Thunder”; Easton's Bible Dictionary (1897) says they were probably given that name because of their boldness and energy.Sources: Simon Peter · Andrew · James (Son of Zebedee) · the Bible text itself
  • People pressed in from Galilee, Judea, Jerusalem, Idumea, beyond the Jordan, and the region of Tyre and Sidon, having heard what Jesus was doing. Tyre and Sidon were ancient Phoenician cities on the Mediterranean; Sidon lay about twenty-five miles north of Tyre. Under the Romans, Judea was the southernmost of Palestine’s three divisions, set apart from Galilee.Sources: the Bible text itself · Tyre · Sidon · Judea
  • Scribes who had come down from Jerusalem said that Jesus was possessed by Beelzebul and that he drove out demons by the prince of the demons. He replied by asking how Satan can drive out Satan. Satan means “adversary” or “accuser”; in the New Testament the name is used interchangeably with the devil, and Easton's Bible Dictionary (1897) also calls him Beelzebub.Sources: the Bible text itself · Satan

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Galilee · 32.760, 35.527 · verse 7
  • Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verse 7
  • Idumea · 31.525, 35.102 · verse 8
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 8, 22
  • Jordan · Today: Jordan River · 31.761, 35.558 · verse 8
  • Sidon · Today: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · verse 8
  • Tyre · 33.271, 35.196 · verse 8

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.