Nations Bible

Mark 2

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti. 2Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; eñ a brezege dezho ger Doue. 3Neuze e teuas d'e gavout tud o tegas dezhañ un den seizet, douget gant pevar den. 4Met evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ; hag o vezañ e doullet, e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warnañ. 5Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 6Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a soñje en o c'halonoù: 7Perak e lavar hemañ gwallgomzoù? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù nemet Doue hepken? 8Jezuz, o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù? 9Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale? 10Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: 11Me a lavar dit, sav, kemer da wele, ha kae da'z ti. 12Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all. 13Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag eñ o c'helenne. 14En ur dremen, e welas Levi, mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias. 15Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien; rak kalz anezho o devoa heuliet anezhañ. 16Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev-eñ gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? 17Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien. 18Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune alies, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu, ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket? 19Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ. 20Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint, en deizioù-se. 21Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh, hag ar rog a vefe brasoc'h. 22Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh; rak ar gwin [nevez] a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez. 23C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù. 24Ar farizianed a lavaras dezhañ: Sell, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad? 25Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David, p'en devoa ezhomm, ha p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 26Penaos ez eas e ti Doue, e amzer Abiazar, beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, evit ne oa nemet ar veleien a dlee o debriñ, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ? 27Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad. 28Dre-se Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Forgiveness, a Tax Collector, and the Sabbath

  • Capernaum, “Nahum’s town,” was a Galilean city not mentioned in the Old Testament. Easton's Bible Dictionary (1897) says that after Jesus was expelled from Nazareth it became his “own city,” which fits Mark’s report that people heard he was home and packed the house until there was no room even outside the door. Four men then uncovered the roof, made an opening, and lowered a paralyzed man on his mat.Sources: Capernaum · the Bible text itself
  • The man at the tax booth was Levi, son of Alphaeus, a tax collector in Capernaum. Easton's Bible Dictionary (1897) says he had been known as Levi and took the name Matthew—a common Jewish name after the Exile, meaning “gift of God”—possibly in grateful memory of his call. The same day, it says, he gave a great farewell feast for Jesus and his disciples, and probably for many former associates, the gathering Mark describes with tax collectors and sinners.Sources: Matthew · Alphaeus · the Bible text itself
  • Challenged because his disciples picked heads of grain on the Sabbath, Jesus spoke of David entering the house of God and eating the consecrated bread, lawful only for the priests, “during the high priesthood of Abiathar,” and sharing it with his hungry companions. Easton's Bible Dictionary (1897) identifies Abiathar as the son of the high priest Ahimelech, who escaped when his father and the priests of Nob were killed, carried away the ephod, and joined David in the cave of Adullam.Sources: Abiathar · the Bible text itself

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.