Nations Bible

Luke 17

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Ret eo e c'hoarvezfe skouerioù fall; met gwalleur d'an hini ma teuint drezañ. 2Gwelloc'h eo dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen-milin, hag e vefe taolet er mor, eget ma rofe skouer fall da unan eus ar re vihan-mañ. 3Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het [a-enep dit], tamall anezhañ; ha mar en deus keuz, pardon dezhañ. 4Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep, ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ. 5An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz. 6Hag an Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese, hag en em blant er mor; hag e sentfe ouzhoc'h. 7Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur mevel oc'h arat, pe o vesa al loened, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ, hag en em laka ouzh taol? 8Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet; ha goude-se e tebri hag ec'h evi. 9Ha trugarez en devo d'ar mevel-se, abalamour m'en deus graet ar pezh en deus gourc'hemennet dezhañ? [Ne gredan ket.] 10C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Mevelien didalvoudek omp, abalamour n'hon eus graet nemet ar pezh a oa ret deomp ober. 11Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea, 12hag evel ma'z antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ. 13Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp! 14O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet. 15Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel. 16Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan. 17Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all? 18N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue? 19Neuze e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet. 20Ar farizianed, o vezañ goulennet outañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue, e respontas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus. 21Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze; rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez. 22Hag e lavaras d'e ziskibien: Dont a raio un amzer ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket. 23Hag e vo lavaret deoc'h: Setu emañ amañ, pe: Setu emañ aze. N'it ket, ha na heuilhit ket anezho. 24Rak evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ eus ur penn d'an oabl betek ur penn all, evel-se e teuio Mab an den en e zeiz. 25Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ. 26Ar pezh a erruas en amzer Noe, a erruo en hevelep doare en amzer Mab an den. 27An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a roe e dimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag an dour-beuz a zeuas hag o distrujas holl. 28Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez; 29met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl. 30Evel-se e vo ivez en deiz ma teuio Mab an den. 31En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, arabat e vo dezhañ diskenn evit o c'has gantañ; en hevelep doare, an hini a vo er parkeier, arabat e vo dezhañ mont war-dreñv. 32Ho pet soñj eus gwreg Lot. 33Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez, he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo, he c'havo. 34Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou den a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet, 35eus div wreg a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet, 36[eus daou den a vo er parkeier, unan a vo kemeret hag egile lezet]. 37O respont, e lavarjont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Eñ a lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, en em zastumo an erered.

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Ten lepers and the day of the Son of Man

  • Luke says that, on the way to Jerusalem, Jesus was passing between Samaria and Galilee when ten lepers met him as he entered a village. Easton's Bible Dictionary (1897) traces the name Samaria to Shomeron, a hill in the mountains of Israel that King Omri bought from Shemer and where he built his capital, and explains Galilee, meaning “circuit,” as a land long occupied by its original inhabitants and so called “Galilee of the Gentiles.” Of the ten who were healed, only a Samaritan returned, and Jesus called him a foreigner.Sources: the Bible text itself · Samaria · Galilee
  • Jesus says that the day of the Son of Man will be like the days of Noah, when people were eating and drinking, marrying and being given in marriage, until Noah entered the ark and the flood destroyed them all. Easton's Bible Dictionary (1897) explains the name Noah as “rest” and identifies him as the son of Lamech and the father of Shem, Ham, and Japheth.Sources: the Bible text itself · Noah
  • Jesus also recalls the days of Lot, when people were eating and drinking, buying and selling, planting and building, until the day Lot left Sodom and fire and sulfur rained down from heaven. Easton's Bible Dictionary (1897) explains the name Sodom as “burning” or “the walled” and places the city in the vale of Siddim, where it says fire from heaven destroyed it. In the same warning, Jesus tells anyone on a housetop or in a field not to turn back for possessions, and adds, “Remember Lot's wife!”Sources: the Bible text itself · Sodom

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Galilee · 32.760, 35.527 · verse 11
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 11
  • Samaria · Today: Samaria 2 · 32.276, 35.195 · verse 11

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.