Luke 16
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù. 2Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù. 3Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen. 4Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,. 5Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kentañ: Pegement a dleez da'm mestr? 6Eñ a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant. 7Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. 8Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn. 9Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus. 10An hini a zo leal en traoù bihan, a vo ivez leal en traoù bras; hag an hini a zo disleal en traoù bihan, a vo ivez disleal en traoù bras. 11Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion? 12Ha mar n'hoc'h ket bet leal er madoù a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h? 13Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. 14Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezhañ. 15Eñ a lavaras dezho: Evidoc'h-hu, c'hwi a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù; rak ar pezh a zo uhel dirak an dud, a zo fall bras dirak Doue. 16Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh. 17Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout. 18Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh. 19Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus. 20Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù; 21c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù. 22En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet; 23o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre; 24o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ. 25Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù. 26Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni. 27Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus, 28evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù. 29Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho. 30Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz. 31Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.

Did you know?
Wealth, two masters, and Lazarus
- In Jesus' words about the rich man and Lazarus, the rich man cries out, 'Father Abraham,' and Abraham answers, 'Child.' Easton's Bible Dictionary (1897) explains the name Abraham as 'Father of a multitude' and describes him as the heir of the promises.Sources: the Bible text itself · Abraham
- Speaking to Pharisees who were scoffing at him, Jesus says that the Law and the Prophets were proclaimed until John, and that since then the gospel of the kingdom of God is being preached. Easton's Bible Dictionary (1897) calls John the Baptist the 'forerunner of our Lord,' says that his mission was the subject of prophecy, including Isaiah 40:3 and Malachi 3:1, and states that his birth took place six months before that of Jesus.Sources: the Bible text itself · John the Baptist
- A manager accused of wasting his master's possessions is told to turn in an account and give up his position. He has the debtors rewrite their bills, reducing a hundred measures of olive oil to fifty and a hundred measures of wheat to eighty, and the master commends the dishonest manager because he had acted shrewdly. Jesus then says that no servant can serve two masters, and that no one can serve both God and money.Sources: the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org