Nations Bible

John 8

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Jezuz a yeas da Venez an Olived. 2Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho. 3Neuze ar skribed hag ar farizianed a zegasas ur wreg tapet en avoultriezh, hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz, 4e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh, 5ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se? 6Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar. 7Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti. 8Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar. 9Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz. 10Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout? 11Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken. 12Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez. 13Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion. 14Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an. 15C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den. 16Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset. 17Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwir. 18Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon. 19Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad. 20Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh. 21Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an. 22Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazhañ a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an. 23Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ. 24Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedoù. 25Lavarout a rejont eta dezhañ: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ. 26Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed. 27Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad. 28Ha Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot ar pezh emaon, ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din. 29An hini en deus va c'haset a zo ganin. Hag an Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ. 30Evel ma lavare Jezuz an traoù-se, kalz a gredas ennañ. 31Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien. 32Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo. 33Respont a rejont dezhañ: Ni a zo eus lignez Abraham, ha biskoazh n'omp bet mevelien da zen; penaos eta e lavarez: C'hwi a vo lakaet dieub? 34Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo mevel d'ar pec'hed. 35Hag ar mevel ne chom ket atav en ti; met ar mab a chom ennañ atav. 36Mar en deus ar Mab eta ho tizereet, c'hwi a vo e gwirionez dieub. 37Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazhañ abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon. 38Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad; ha c'hwi ivez, c'hwi a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad. 39Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham. 40Met bremañ, c'hwi a glask va lazhañ, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket gant Doue; Abraham n'en deus ket graet kement-se. 41C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont eta dezhañ: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo. 42Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset. 43Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz. 44Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou. 45Met abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon. 46Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon? 47An hini a zo eus Doue a selaou komzoù Doue; dre-se c'hwi ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue. 48Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan, ha penaos ez eus un diaoul ennout? 49Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul, met enoriñ a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon. 50Ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask, ha barn a ra. 51E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. 52Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Anavezout a reomp bremañ ez eus un diaoul ennout; Abraham a zo marv, hag ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. 53Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad, hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen? 54Jezuz a respontas dezho: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra; va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue. 55Koulskoude, n'hoc'h eus ket e anavezet, met me a anavez anezhañ; ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h; met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her. 56Abraham ho tad en deus tridet gant al levenez, o soñjal e tlee gwelout va deiz; hag e welet en deus, hag eo en em laouenaet. 57Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Te ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz, hag ac'h eus gwelet Abraham? 58Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon. 59Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].

Artistic illustration — an interpretation, not a historical record.

Did you know?

Light, Law, and Abraham

  • John 8 opens as Jesus goes to the Mount of Olives and returns early in the morning to the temple courts, where he sits and teaches the people who gather. The Mount of Olives is a ridge east of Jerusalem, separated from the city by the Kidron valley and named for the olive trees that cover its sides.Sources: the Bible text itself · Mount of Olives
  • Scribes and Pharisees bring in a woman caught in adultery and ask Jesus what he says about Moses' command in the Law to stone such a woman, seeking to test him and to gain a basis for accusing him. Still in the temple courts, near the treasury, Jesus later says, "I am the light of the world." A dated event list places both episodes in AD 29, each lasting one day.Sources: the Bible text itself · Woman Caught in Adultery · Light of the World/I am discourse
  • When Jesus says that the truth will set them free, his hearers answer that they are Abraham's descendants and have never been slaves to anyone. Abraham is called "father of a multitude"; he was the son of Terah and the heir of the promises. After Jesus declares, "before Abraham was born, I am," they pick up stones to throw at him.Sources: the Bible text itself · Abraham

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Mount of Olives · 31.778, 35.246 · verse 1

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.