John 7
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Goude an traoù-se, Jezuz a valee dre C'halilea, rak ne felle ket dezhañ chom e Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ. 2Met, gouel ar Yuzevien, galvet an Teltennoù, a dostae. 3E vreudeur a lavaras dezhañ: Kae ac'han, ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez. 4Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed. 5Rak e vreudeur memes ne gredent ket ennañ. 6Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet. 7Ar bed ne c'hell ket ho kasaat; met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ, penaos eo fall e oberoù. 8Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mañ; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet. 9Hag o vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea. 10Met, pa voe aet e vreudeur, e pignas ivez d'ar gouel, neket a-wel d'an holl, met evel e-kuzh. 11Ar Yuzevien eta a glaske anezhañ e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h emañ? 12Hag e voe ur brud diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo; ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl. 13Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien. 14War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne. 15Ar Yuzevien a oa souezhet hag a lavare: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar skriturioù, o vezañ n'en deus ket o desket? 16Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset. 17Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-eñ eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan. 18An hini a gomz anezhañ e-unan, a glask e c'hloar e-unan; met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a dle bezañ kredet, ha n'eus ket a zireizhder ennañ. 19N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ? 20Ar bobl a respontas dezhañ: Un diaoul ac'h eus; piv eo an hini a glask da lazhañ? 21Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, hag oc'h holl souezhet a gement-se. 22Moizez en deus gourc'hemennet deoc'h an amdroc'h (n'eo ket ma teu eus Moizez, met eus an Tadoù), ha c'hwi a amdroc'h un den deiz ar sabad. 23Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad? 24Na varnit ket hervez an doare, met barnit hervez ar reizhder. 25Hag ur re bennak eus Jeruzalem a lavare: n'eo ket an hini a glasker da lakaat da vervel? 26Ha setu aze e komz frank, ha ne lavarer netra dezhañ. Ar mestroù, hag anavezet o defe ez eo e gwirionez ar C'hrist? 27Koulskoude, ni a oar a-belec'h eo hemañ; e-lec'h pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo. 28Ha Jezuz a grie en templ eta, o kelenn, hag o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon, hag ec'h ouzoc'h a-belec'h on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha c'hwi n'anavezit ket anezhañ. 29Me a anavez anezhañ, rak dont a ran eus e berzh, hag eñ eo en deus va c'haset. 30Klask a raent kregiñ ennañ; met den ne grede lakaat e zorn warnañ, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet. 31Koulskoude, kalz eus ar bobl a gredas ennañ, hag a lavare: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ? 32Ar farizianed, o vezañ klevet ar pezh a lavare ar bobl anezhañ e-kuzh, a gasas, a-unvan gant ar veleien vras, serjanted evit kregiñ ennañ. 33Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset; 34klask a reot ac'hanon, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi, ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on. 35Ar Yuzevien eta a lavare etrezo: Pelec'h ez aio, na c'hellimp ket kavout anezhañ? Mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed, ha kelenn a raio ar C'hresianed? 36Petra eo ar pezh en deus lavaret: C'hwi am c'hlasko, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on? 37An deiz diwezhañ ha brasañ eus ar gouel, Jezuz en em gave eno, hag a grie: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout, ha ra evo. 38An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur. 39Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar. 40Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed. 41Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea? 42Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David? 43Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn. 44Hag ur re bennak anezho a c'hoantae kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ. 45Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset? 46Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se. 47Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet? 48Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn. 50Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho: 51Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet? 52Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea. 53Ha pep hini en em dennas en e di.

Did you know?
Jesus at the Feast of Tabernacles
- As the Jewish Feast of Tabernacles, a seven-day feast, drew near, Jesus stayed in Galilee and avoided Judea, where people were trying to kill him. In his time Judea was the southernmost of the three Roman divisions of Palestine, distinct from Galilee and Samaria; he later went up to the feast in secret and taught in the temple courts.Sources: the Bible text itself · Feast of Tabernacles · Judea
- The crowds were divided over where the Christ would come from. Some said that Scripture places him in David's line and in Bethlehem, the village where David, the eighth and youngest son of Jesse, lived; others objected that he could not come from Galilee, a region long called Galilee of the Gentiles, and the Pharisees insisted that no prophet comes from there.Sources: the Bible text itself · David · Galilee
- Nicodemus, a Pharisee and a member of the Sanhedrin, had earlier come to Jesus at night. When the officers sent to arrest Jesus returned without him, Nicodemus protested and asked whether their law condemned a man before hearing him and finding out what he had done.Sources: the Bible text itself · Nicodemus
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Galilee · 32.760, 35.527 · verses 1, 3, 9, 41, 52
- Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verses 1, 3
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 25
- Bethlehem · 31.704, 35.208 · verse 42
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org