Marcos 8
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho: 2Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ. 3Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell. 4E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ. 5Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh. 6Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl. 7Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho. 8Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet. 9Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit. 10Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta. 11Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv. 12Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ. 13Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all. 14Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag. 15Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez. 16Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo. 17Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon? 18O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj? 19Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek. 20Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh. 21Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket? 22Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ. 23Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak. 24Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez. 25Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat. 26Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h]. 27Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me? 28Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded. 29Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist. 30Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen. 31Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude. 32Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. 33Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud. 34Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon. 35Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo. 36Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? 37Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene? 38Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.

Você sabia?
Ver quem é Jesus
- Depois que cerca de quatro mil homens comeram e foram recolhidos sete cestos de pedaços, Jesus entrou no barco com os discípulos e foi para a região de Dalmanuta, nome que aparece só neste capítulo. Era um lugar no lado oeste do mar da Galileia, perto de Magdala. No relato paralelo em Mateus, ele chega aos limites de Magdala, que provavelmente era o nome grego de uma das torres de vigia da margem ocidental do lago.Fontes: o próprio texto bíblico · Dalmanutha
- Em Betsaida, algumas pessoas trouxeram um cego, e Jesus o levou pela mão para fora do povoado, cuspiu-lhe nos olhos e pôs as mãos sobre ele. No início, o homem via as pessoas como árvores que andavam; só quando Jesus tornou a pôr as mãos sobre os olhos dele a visão foi plenamente restaurada. A cidade é descrita no lado leste do lago, a cerca de duas milhas subindo o Jordão, na Gaulanítide; Filipe, o tetrarca, a ampliou e a chamou de Julias, por causa da filha do imperador, embora alguns tenham suposto que havia uma só Betsaida, construída dos dois lados do lago, perto de onde o Jordão nele entra.Fontes: o próprio texto bíblico · Bethsaida
- Jesus e os discípulos seguiram para os povoados ao redor de Cesareia de Filipe, cidade situada cerca de vinte milhas ao norte do mar da Galileia, junto à base do monte Hermom, na nascente superior do Jordão, e descrita como o limite norte do seu ministério público. Segundo alguns, ela antes fora Baal-Gade ou Baal-Hermom, um santuário cananeu de Baal, e depois foi chamada Pânio ou Paneias, por causa de uma caverna profunda e cheia de água perto da cidade. Ali Pedro disse: "Tu és o Cristo"; e, quando repreendeu Jesus por ensinar que o Filho do Homem tinha de sofrer muitas coisas, ser morto e ressuscitar depois de três dias, Jesus respondeu: "Para trás de mim, Satanás", nome que significa adversário ou acusador.Fontes: o próprio texto bíblico · Caesarea Philippi · Satan
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
- Caesarea Philippi · Hoje: Banias · 33.246, 35.693 · versículo 27
- Galilee · 32.760, 35.527 · versículo 27
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org