Nations Bible

Marcos 4

an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.

1Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn, e-tal ar mor, hag ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni, hag an holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor. 2Deskiñ a rae dezho kalz a draoù, dre barabolennoù, hag e lavare dezho en e gelennadurezh: 3Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ; 4hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl. 5Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar; 6met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has. 7Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh. 8Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant. 9Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 10Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se. 11Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù, 12evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù. 13Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all? 14An hader a had ger Doue. 15Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met raktal m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù; 16ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer da gentañ gant joa; 17met n'o deus ket a wrizienn enno oc'h-unan, ha ne badont nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent skouer fall. 18Hag ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger; 19met prederioù ar bed-mañ, ha tromplerezh ar pinvidigezhioù hag an holl c'hoantoù evit an traoù all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. 20Met ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer, hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant. 21Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor? 22Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl. 23Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo. 24Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou]. 25Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus. 26Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar; 27pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos. 28Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn. 29Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ, dre ma'z eo prest an eost. 30Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp? 31Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar; 32met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzoù all, hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud. 33Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout. 34Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien. 35En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour. 36Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug. 37Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie. 38Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp? 39Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras. 40Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz? 41Hag o devoe un aon bras, hag e lavarent an eil d'egile: Met piv eo hemañ, ma sent memes an avel hag ar mor outañ?

Ilustração artística — interpretação, não registro histórico.

Você sabia?

Parábolas do reino à beira do mar

  • Marcos 4 começa com Jesus ensinando uma grande multidão a partir de um barco no mar e termina com uma violenta tempestade de vento sobre essa água. Uma cronologia do episódio data essas parábolas à beira-mar e o milagre em um único dia no ano 28 d.C.Fontes: o próprio texto bíblico · Seaside Parables and Miracle
  • Ao explicar o semeador, Jesus diz que Satanás vem e tira a palavra semeada à beira do caminho. O nome Satanás significa adversário ou acusador e, no Novo Testamento, é usado de modo intercambiável com o diabo mais de trinta vezes.Fontes: o próprio texto bíblico · Satan
  • Jesus diz que o reino de Deus é como a semente que brota e cresce enquanto o semeador dorme e acorda, embora ele não saiba como: a terra produz a colheita por si mesma, primeiro o talo, depois a espiga, então o grão que amadurece. Ele também o compara a um grão de mostarda, a menor de todas as sementes semeadas na terra, que se torna a maior de todas as plantas da horta, com as aves fazendo ninho à sua sombra. Ele não dizia nada às multidões sem uma parábola, mas em particular explicava tudo aos seus próprios discípulos.Fontes: o próprio texto bíblico

Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.

Créditos e licença desta tradução
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Fale com a gente

Conte de onde você lê, como a Bíblia tem te ajudado ou o que podemos melhorar. Lemos todas as mensagens.