Marcos 11
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage, hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 3Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont. 4Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezhañ. 5Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 6Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont. 7Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag e rejont Jezuz azezañ warnañ. 8Kalz a astenne o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù glas, hag a c'holoe ganto an hent. 9Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie, a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! 10Benniget ra vo ren David hon tad, ar ren a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel-meurbet! 11Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek. 12An deiz war-lerc'h, evel ma'z ae eus Betania, en devoe naon. 13O welout a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni; hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. 14Neuze Jezuz o kemer ar gomz a lavaras: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se. 15Dont a rejont da Jeruzalem; Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien arc'hant ha kadorioù ar re a werzhe koulmed. 16Ne leze den da zougen tra ebet dre an templ, 17hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedennoù evit an holl bobloù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 18Ar veleien vras hag ar skribed, o vezañ klevet-se, a glaske an doare d'e lakaat d'ar marv; rak aon o devoa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelenn. 19An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr. 20Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e ziskibien a welas ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù. 21Neuze Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het. 22Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet feiz e Doue; 23rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. 24Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo. 25Met pa'z eot evit pediñ, pardonit, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit dezhañ, abalamour d'ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ivez ho pec'hedoù. 26Rak ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket deoc'h kennebeut ho pec'hedoù. 27Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ, 28hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se? 29Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 30Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din. 31Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 32Ha mar lavaromp: Eus an dud ... Aon o devoa rak ar bobl; an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed. 33Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Você sabia?
A entrada em Jerusalém
- Este capítulo começa quando Jesus e seus discípulos se aproximam de Jerusalém e chegam a Betfagé e Betânia, no monte das Oliveiras. Betânia era uma aldeia na encosta sudeste, cerca de duas milhas a leste de Jerusalém, no caminho para Jericó, e seu nome vinha da quantidade de palmeiras que ali cresciam; Betfagé, muito perto, era o limite de uma jornada de sábado a partir da cidade, 2.000 côvados. O monte das Oliveiras recebe o nome das oliveiras que revestem suas encostas: uma serra a leste de Jerusalém, separada dela pelo vale do Cedrom.Fontes: o próprio texto bíblico · Bethany · Bethphage · Mount of Olives
- O nome Betfagé significa “casa do figo imaturo”. No dia seguinte, depois de saírem de Betânia, Jesus estava com fome e foi até uma figueira cheia de folhas, mas não encontrou nela nada além de folhas, pois não era tempo de figos; disse que ninguém jamais comeria do seu fruto. Na manhã seguinte, viram a árvore seca desde as raízes, e Pedro a apontou.Fontes: o próprio texto bíblico · Bethphage
- Jesus sentou-se num jumentinho, enquanto muitos da multidão estendiam mantos no caminho e outros espalhavam ramos cortados dos campos. Os que iam adiante e os que seguiam clamavam: “Bendito é o reino que vem, o de nosso pai Davi!” Davi, cujo nome significa “amado”, era o oitavo e mais novo filho de Jessé, cidadão de Belém. O monte das Oliveiras é mencionado pela primeira vez em ligação com a fuga de Davi de Jerusalém durante a rebelião de Absalão.Fontes: o próprio texto bíblico · David · Mount of Olives
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org