Mateus 8
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ. 2Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 3Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet. 4Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. 5Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout, 6ouzh e bediñ, hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet klañv em zi, seizet, hag emañ e gwall boan. 7Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin, hag e yac'hain anezhañ. 8Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket din e teufes dindan va zoenn; met lavar ur ger hepken, ha va mevel a vo yac'haet. 9Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a, d'egile: Deus! Hag e teu, ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. 10Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 11Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob, 12met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 13Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez da feiz. Hag en eur-se memes, e vevel a voe yac'haet. 14Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn. 15O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho. 16An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv, 17evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù. 18Met Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all. 19Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i. 20Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn. 21Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 22Jezuz a lavaras dezhañ: Heul ac'hanon, ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv. 23Pignat a reas en ur vag, hag e ziskibien en heulias. 24Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske. 25E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll. 26Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras. 27An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ? 28Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se. 29Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer? 30Bez' e oa, ur pennad diouzh eno, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ. 31Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se. 32Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier. 33Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien. 34Ha setu holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz; o vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.

Você sabia?
Curas, fé e o mar
- Cafarnaum, cidade em que Jesus entra neste capítulo, era uma cidade da Galileia que não aparece no Antigo Testamento. O Easton's Bible Dictionary (1897) diz que ela se tornou a “sua própria cidade” depois que ele deixou Nazaré, e inclui o pedido do centurião e a cura na casa de Pedro entre os acontecimentos ali situados.Fontes: Capernaum · o próprio texto bíblico
- Jesus diz que muitos virão do oriente e do ocidente para participar do banquete com Abraão, Isaque e Jacó no reino dos céus. O Easton's Bible Dictionary (1897) apresenta Abraão como filho de Terá e herdeiro das promessas, Isaque como o único filho de Abraão com Sara, e Jacó — também chamado Israel — como o filho gêmeo mais novo de Isaque e Rebeca.Fontes: o próprio texto bíblico · Abraham · Isaac · Jacob (Israel)
- Mateus apresenta as curas daquela noite como cumprimento do que foi dito por meio do profeta Isaías: “Ele tomou as nossas enfermidades e carregou as nossas doenças.” O Easton's Bible Dictionary (1897) identifica Isaías como filho de Amoz, que profetizou nos reinados de Uzias, Jotão, Acaz e Ezequias.Fontes: o próprio texto bíblico · Isaiah
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
- Gadara · Hoje: Umm Qais · 32.656, 35.679 · versículo 28
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org