Nations Bible

Mateus 6

an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.

1Lakait evezh na rafec'h ho madoberoù dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto; rak n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù. 2Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. 3Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou, 4evit ma vo da aluzen graet e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl]. 5Pa bedit, na vezit ket evel ar bilpouzed; rak int a gar pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. 6Met te, pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl]. 7Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù ven, evel ar baganed; rak krediñ a reont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet. 8Na vezit ket eta heñvel outo; rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm, a-raok ma c'houlennit digantañ. 9C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, 10ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, 11ro deomp hiziv hor bara pemdeziek, 12pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp, 13ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen! 14Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h. 15Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re. 16Pa yunit, na gemerit ket ur min trist, evel ar bilpouzed; rak dispenn a reont o dremm, evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr. 17Met te, pa yunez, laka c'hwez-vat war da benn, ha gwalc'h da zremm, 18evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da'z Tad a zo e-kuzh; da Dad a wel e-kuzh hag en rento dit [dirak an holl]. 19Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont; 20met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket. 21Rak el lec'h ma'z emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon. 22Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; 23met mar deo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar deo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se! 24Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon. 25Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad? 26Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto? 27Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad? 28Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho dilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier: ne labouront ket, ne nezont ket; 29koulskoude, e lavaran deoc'h, Salomon memes en e holl c'hloar n'eo ket bet gwisket evel unan anezho. 30Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeud a feiz? 31Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp? 32Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm anezho. 33Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn. 34Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h; an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.

Ilustração artística — interpretação, não registro histórico.

Você sabia?

Justiça em segredo e confiança

  • Este capítulo faz parte do Sermão do Monte. Um registro de eventos data esse sermão de 28 d.C. e registra que durou um único dia.Fontes: Sermon on the Mount · o próprio texto bíblico
  • Jesus diz para não tocar trombeta nas sinagogas e nas ruas ao dar aos necessitados, como fazem os hipócritas a fim de serem honrados. Ele também adverte contra orar nas esquinas para ser visto e contra jejuar com o rosto desfigurado; em vez disso, descreve orar num quarto interior com a porta fechada e jejuar com a cabeça ungida e o rosto lavado.Fontes: o próprio texto bíblico
  • Jesus diz que nem Salomão, em toda a sua glória, se adornou como um dos lírios do campo. Um verbete de dicionário explica que seu nome hebraico, Shelomoh, significa “Pacífico”, que ele era filho de Davi com Bate-Seba e que Natã o chamou de Jedidias, “amado do Senhor”; seu reinado está registrado em 1 Reis 1–11 e 2 Crônicas 1–9.Fontes: o próprio texto bíblico · Solomon

Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.

Créditos e licença desta tradução
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Fale com a gente

Conte de onde você lê, como a Bíblia tem te ajudado ou o que podemos melhorar. Lemos todas as mensagens.