Lucas 4
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan, hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro; 2eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon. 3Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara. 4Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue]. 5Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed, 6hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din. 7Ma taoulinez eta dirazon, an holl draoù-se a vo dit. 8Jezuz a respontas dezhañ: [A-dreñv din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 9Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an traoñ, rak skrivet eo 10e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall, 11ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 12Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 13An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer. 14Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro. 15Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl. 16Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn. 17Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: 18Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket, 19ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus. 22An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef? 23Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum. 24Met eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos profed ebet n'eo degemeret mat en e vro. 25Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro. 26Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta, e Sidon. 27Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. 28An holl re a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno. 29Hag o vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus o c'hêr, hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ. 30Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit. 31Neuze e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne an dud d'an deizioù ar sabad. 32Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud. 33Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel: 34A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 35Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ. 36Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit. 37Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro. 38Jezuz, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he devoa ur gwall derzhienn, hag e pedjont anezhañ eviti. 39O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho. 40Pa voe kuzhet an heol, an holl re o devoa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù, o degase dezhañ; eñ a yac'hae anezho holl en ur lakaat e zaouarn war bep hini anezho. 41An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist 42Adalek ma teuas an deiz, ez eas d'ul lec'h distro; ur bobl vras en klaske hag a zeuas betek ennañ, hag a c'hoantae en derc'hel, evit n'o c'huitaje ket. 43Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset. 44Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.
Você sabia?
Tentação e o Início do Ministério de Jesus
- Na sinagoga de Nazaré, sua cidade de criação, Jesus recebeu o rolo do profeta Isaías. Após desenrolá-lo e ler a passagem sobre anunciar boas-novas aos pobres e proclamar libertação aos cativos, enrolou-o de volta, entregou-o ao assistente e sentou-se para ensinar.Fontes: o próprio texto bíblico · Isaiah · Nazareth
- Para explicar a falta de fé dos habitantes de sua terra natal, Jesus lembrou que Elias fora enviado para socorrer uma viúva em Sarepta de Sidom em vez de viúvas em Israel, e que Eliseu curou Naamã, o sírio, em vez de leprosos israelitas.Fontes: o próprio texto bíblico · Elijah · Elisha · Naaman
- Após ser rejeitado e quase lançado do cume da colina em Nazaré, Jesus mudou-se para Cafarnaum, na Galileia, onde ensinava com autoridade no sábado, expulsava demônios e curou a sogra de Simão de uma febre alta.Fontes: o próprio texto bíblico · Capernaum · Galilee
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
- Jordan · Hoje: Jordan River · 31.761, 35.558 · versículo 1
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículo 9
- Galilee · 32.760, 35.527 · versículos 14, 31
- Nazareth · 32.702, 35.298 · versículos 16, 34
- Sidon · Hoje: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · versículo 26
- Zarephath · Hoje: Sarepta · 33.464, 35.295 · versículo 26
- Judea · Hoje: Judea 1 · 31.777, 35.234 · versículo 44
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org