Lucas 18
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-mañ, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred, hag hep skuizhañ. 2Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den. 3Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour. 4E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den, 5koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn. 6Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se. 7Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver? 8Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar? 9Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all: 10Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan. 11Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se. 12Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus. 13Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on! 14Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet. 15Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase. 16Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo. 17Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh. 18Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 19Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken. 20Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm. 21Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. 22Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon. 23Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa. 24Jezuz, o welout e oa deuet gwall-drist, a lavaras: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e rouantelezh Doue! 25Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26Ar re en kleve a lavaras: Ha piv a c'hell bezañ salvet? 27Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue. 28Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet. 29Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue, 30ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. 31Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet. 32Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 34Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho. 35Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen; 36o klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se. 37Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared. 38Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! 39Ar re a yae a-raok a groze dezhañ evit ma tavje; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! 40Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet, 41e c'houlennas outañ: Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled. 42Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet. 43Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

Você sabia?
Oração, humildade e misericórdia no caminho
- Quando Jesus se aproxima de Jericó, um cego está sentado à beira do caminho, pedindo esmola. O Easton's Bible Dictionary (1897) chama Jericó de “lugar de fragrância”: uma cidade murada no meio de um vasto bosque de palmeiras na planície do Jordão, cerca de cinco milhas a oeste do rio, e a cidade mais importante daquele vale.Fontes: o próprio texto bíblico · Jericho
- A multidão diz ao cego que Jesus de Nazaré está passando, e ele clama: “Filho de Davi, tem misericórdia de mim!” Davi, cujo nome se explica como “amado”, era o oitavo e mais novo filho de Jessé e cidadão de Belém; Nazaré, que não é mencionada no Antigo Testamento, era o lar de José e Maria.Fontes: o próprio texto bíblico · David · Nazareth
- Jesus chama os Doze à parte e lhes diz que estão subindo para Jerusalém, onde se cumprirá tudo o que os profetas escreveram sobre o Filho do Homem. O nome está na forma dual e significa “possessão de paz” ou “fundação de paz”, provavelmente em referência aos montes Sião e Moriá sobre os quais a cidade foi construída, embora alguns o liguem à cidade alta e à cidade baixa; Jerusalém também é chamada de cidade santa e descrita como uma cidade montanhosa.Fontes: o próprio texto bíblico · Jerusalem
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículo 31
- Jericho · Hoje: Tell el Alayiq · 31.852, 35.436 · versículo 35
- Nazareth · 32.702, 35.298 · versículo 37
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org