Nations Bible

Lucas 14

an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.

1Un deiz sabad, Jezuz a oa aet e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ; ar farizianed a selle outañ. 2Un den dourgoeñvet a oa dirazañ. 3Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat deiz ar sabad? 4Int a davas. Neuze, o kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit. 5Goude-se, e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e vab pe e ejen en ur puñs, na dennfe ket anezhañ er-maez kerkent, deiz ar sabad? 6Ha ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se. 7Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho: 8Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout, 9hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ, hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ. 10Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Va mignon, pign uheloc'h. Neuze, kement-se a roio enor dit dirak ar re a vo ouzh taol ganit. 11Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. 12Hag e lavaras d'an hini en devoa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro, ha na rafent dit ar memes tra. 13Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall. 14Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh. 15Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue! 16Jezuz a lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras, hag a bedas dezhi kalz a dud; 17da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest. 18Hag en em lakajont holl, a-unan, da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar, ha ret eo din mont da welout anezhañ; da bediñ a ran da'm digareziñ. 19Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened, hag ez an da welout hag int a zo mat; da bediñ a ran da'm digareziñ. 20Hag unan all a lavaras: Ur wreg am eus kemeret, dre-se ne c'hellan ket mont. 21Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re dall hag ar re gamm. 22Goude, ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh. 23Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi. 24Rak lavarout a ran deoc'h, hini ebet eus ar re a zo pedet ne dañvaio eus va c'hoan. 25Evel ma yae ul lod bras a dud gant Jezuz, e tistroas etrezek enno, hag e lavaras dezho: 26Mar deu unan bennak da'm c'havout, ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl. 27Ha piv bennak ne zougo ket e groaz, ha ne heulio ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl. 28Rak piv ac'hanoc'h, o c'hoantaat sevel un tour, ne azez ket da gentañ, ne ra ket ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ, 29gant aon, goude bezañ lakaet an diazez, na c'hellfe ket e echuiñ, ha na zeufe an holl re en gwelje d'ober goap anezhañ, 30ha da lavarout: An den-mañ a zo en em lakaet da sevel un tour, ha n'en deus ket gallet e echuiñ! 31Pe, piv eo ar roue, o vont en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ, ha n'en em c'houlenn ket e-unan hag eñ a c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil? 32Anez, pa emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h. 33Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h ivez na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ diskibl din. 34Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? 35N'eo mat, nag evit an douar, nag evit an teil; e deurel a reer er-maez. Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.

Ilustração artística — interpretação, não registro histórico.

Você sabia?

Cura no sábado, banquetes e o custo do discipulado

  • Um registro de acontecimentos intitula este episódio “Ensino e cura, da Pereia a Jerusalém”, com início em 30 d.C. e duração de um dia. O capítulo começa numa refeição de sábado e, mais adiante, mostra grandes multidões viajando com Jesus, enquanto ele fala de carregar a cruz, calcular o custo e renunciar a tudo para ser seu discípulo.Fontes: Teaching and Healing in Perea to Jerusalem · o próprio texto bíblico
  • Num sábado, Jesus foi comer na casa de um dos principais fariseus, enquanto os presentes o observavam de perto. Bem diante dele havia um homem com hidropisia; Jesus perguntou aos peritos na lei e aos fariseus se era lícito curar no sábado e, como eles ficaram em silêncio, curou o homem e comparou o ato a tirar um filho ou um boi de um poço naquele mesmo dia.Fontes: o próprio texto bíblico
  • Ao notar que os convidados escolhiam os lugares de honra, Jesus contou uma parábola sobre os assentos num banquete de casamento e exortou o anfitrião a convidar os pobres, os aleijados, os coxos e os cegos, que não poderiam retribuir. Quando alguém ali declarou bem-aventurados os que comeriam no banquete do reino de Deus, Jesus descreveu um grande banquete cujos convidados se escusaram — um para ver um campo, outro para experimentar cinco juntas de bois e outro porque tinha casado —, e o dono enviou o servo às ruas e aos becos e depois às estradas e às sebes.Fontes: o próprio texto bíblico

Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.

Créditos e licença desta tradução
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Fale com a gente

Conte de onde você lê, como a Bíblia tem te ajudado ou o que podemos melhorar. Lemos todas as mensagens.