João 5
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1Goude-se, e teue ur gouel gant ar Yuzevien, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 2Bez' e oa e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank, galvet en hebraeg Betesda, hag en devoa pemp porched. 3Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, [a c'hortoze keflusk an dour. 4Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kentañ a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ]. 5Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont. 6Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit bezañ yac'haet? 7Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour; hag e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din. 8Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele, ha bale. 9Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-mañ a oa un deiz sabad. 10Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele. 11Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale. 12Hag int a c'houlennas outañ: Piv eo an den-se en deus lavaret dit: Doug da wele ha bale? 13Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa; rak Jezuz a oa en em dennet e-kuzh abalamour ma oa kalz a dud eno. 14Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ, hag a lavaras dezhañ: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h. 15An den-mañ a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en devoa e yac'haet. 16Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv,] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad. 17Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez. 18Abalamour da-se, ar Yuzevien a glaske c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, neket hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue. 19Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra eveltañ. 20Rak an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhañ kement a ra. Ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. 21Rak, evel ma ro an Tad ar vuhez d'ar re varv, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ. 22An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset. 24E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo. 26Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den. 28Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez: 29ar re o devo graet mat, en adsavidigezh a vuhez; hag ar re o devo graet fall, en adsavidigezh a varn. 30Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va c'hoant, met bolontez va Zad en deus va c'haset. 31Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir. 32Bez' ez eus unan hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran an testeni a ro ac'hanon a zo gwir. 33Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag eñ en deus roet testeni d'ar wirionez. 34Evidon-me, ne glaskan ket testeni an den, met lavarout a ran kement-mañ evit ma viot salvet. 35Yann a oa ar c'houlaouenn a zev, hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h, evit ur pennad, en em laouenaat ouzh e sklêrijenn. 36Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset. 37Hag an Tad en deus va c'haset, en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm. 38Hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset deoc'h. 39Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. 40Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez. 41Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud; 42met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan. 43Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezhañ. 44Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken? 45Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn. 47Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?

Você sabia?
Uma cura no sábado em Betesda
- Perto da Porta das Ovelhas, na muralha oriental de Jerusalém, havia um tanque com cinco pórticos cobertos, chamado Betesda em hebraico, nome que significa 'casa de misericórdia'. A palavra grega para o tanque significa um banho de natação ou reservatório, e um grande número de enfermos, cegos, coxos e paralíticos jazia sob as colunatas, à espera de que a água se agitasse. O lugar também é chamado Betsaida e Bete-Zata; o historiador Eusébio, por volta de 330 d.C., o chama de tanque das ovelhas, e o Dicionário Bíblico de Easton (1897) o identifica com a chamada Fonte da Virgem, no vale do Cedrom, perto do tanque de Siloé.Fontes: Bethesda · Sheep Gate · o próprio texto bíblico
- Uma cronologia do acontecimento situa a cura em Betesda no ano 28 d.C., e o Evangelho diz que ela ocorreu num sábado. Aqueles a quem o relato chama de judeus disseram ao homem curado que era ilícito carregar o leito naquele dia. Quando Jesus respondeu que o Pai continuava trabalhando e que ele também trabalhava, eles procuraram ainda mais matá-lo, porque o ouviram chamar a Deus de seu próprio Pai, fazendo-se igual a Deus.Fontes: Bethesda pool healing · o próprio texto bíblico
- No discurso que se segue, Jesus apela ao testemunho de João Batista, a quem o Dicionário Bíblico de Easton (1897) chama de precursor do Senhor e cuja missão, segundo o dicionário, foi objeto de profecia. Jesus o descreve como uma lâmpada que ardia e iluminava, em cuja luz o povo quis se alegrar por um tempo, embora diga ter um testemunho maior que o de João: as obras que o Pai lhe deu para realizar.Fontes: John the Baptist · o próprio texto bíblico
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículos 1, 2
- Bethesda · Hoje: Pool of Bethesda · 31.781, 35.236 · versículo 2
- Sheep Gate · Hoje: in Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículo 2
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org