Nations Bible

João 13

an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.

1A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin. 2Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ), 3Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue, 4a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti. 5Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiñ treid e ziskibien, ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ. 6Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid! 7Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ: Te n'ouzout ket bremañ ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h. 8Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin. 9Neuze Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn. 10Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl. 11Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl. 12Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?. 13Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on. 14Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile. 15Rak roet em eus deoc'h ur skouer, abalamour ma reot evel ma em eus graet deoc'h. 16E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset. 17Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo. 18Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep. 19Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon. 20E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. 21P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho. 22Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze. 23Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz. 24Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze. 25Eñ, o vezañ pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou! Piv eo? 26Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon. 27Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober. 28Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezhañ. 29Rak hiniennoù a soñje penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien. 30O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa. 31Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ. 32Mar deo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan, hag e roio gloar dezhañ prest. 33Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont. 34Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile. 35Eus kement-mañ ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile. 36Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h. 37Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout-te. 38Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.

Ilustração artística — interpretação, não registro histórico.

Você sabia?

João 13: Amor até o fim

  • O discípulo que sai para trair Jesus é Judas, filho de Simão — não Simão Pedro, mas outro Simão, identificado como pai de Judas — chamado Iscariotes. O Easton's Bible Dictionary (1897) explica esse sobrenome como 'homem de Queriote' e observa que o nome dele figura por último nas listas dos apóstolos nos três primeiros Evangelhos. Ele guardava a bolsa do dinheiro; por isso, quando Jesus lhe disse que fizesse logo o que estava para fazer, alguns à mesa pensaram que Jesus lhe mandava comprar o que era preciso para a festa ou dar algo aos pobres.Fontes: o próprio texto bíblico · Judas Iscariot · Simon
  • O capítulo usa tanto 'o diabo' como 'Satanás' para quem está por trás da traição de Judas: o diabo já tinha posto a traição no coração dele e, depois que ele tomou o bocado molhado, Satanás entrou nele. O Easton's Bible Dictionary (1897) diz que Satanás significa adversário ou acusador e que, no Novo Testamento, o nome é usado de forma intercambiável com Diabolos, ou o diabo, mais de trinta vezes.Fontes: o próprio texto bíblico · Satan
  • Simão Pedro, que primeiro se recusa a deixar que Jesus lhe lave os pés e depois pede que lhe lave também as mãos e a cabeça, chamava-se originalmente Simão, nome que o Easton's Bible Dictionary (1897) identifica com Simeão, no sentido de 'ouvir'. Era pescador de Betsaida, na costa ocidental do mar da Galileia. Mais adiante no capítulo, promete entregar a vida por Jesus, que lhe diz que, antes que o galo cante, ele o negará três vezes.Fontes: o próprio texto bíblico · Simon Peter

Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.

Créditos e licença desta tradução
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Fale com a gente

Conte de onde você lê, como a Bíblia tem te ajudado ou o que podemos melhorar. Lemos todas as mensagens.