João 11
an Bibl · Toque num versículo para ver as referências cruzadas.
1Bez' e oa ur c'hlañvour, anvet Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar. 2Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa klañv. 3Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv. 4Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se. 5Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar. 6Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa. 7Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea. 8An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di! 9Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ. 10Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ. 11Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuniñ. 12E ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet. 13Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked. 14Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv. 15Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout. 16Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz. 17Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh. 18Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem, 19ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealziñ diwar-benn o breur. 20Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ; met Mari a chomas azezet er gêr. 21Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 22Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit. 23Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv. 24Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezhañ. 25Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv. 26Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se? 27Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed. 28P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout. 29Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout. 30Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ. 31Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez. 32Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 33Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet; 34neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel. 35Jezuz en em lakaas da ouelañ. 36War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. 37Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ? 38Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ. 39Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak aze emañ abaoe pevar deiz zo. 40Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue? 41Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet. 42Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset. 43P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! 44Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont. 45Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas ennañ. 46Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet. 47Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù. 48Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl. 49Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra; 50ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro? 51Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl; 52ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez. 53Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv. 54Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien. 55Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat. 56Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel? 57Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.

Você sabia?
Lázaro ressuscitado em Betânia
- João situa Betânia, a aldeia de Lázaro e de suas irmãs Maria e Marta, a pouco menos de duas milhas de Jerusalém. O dicionário bíblico de Easton (1897) a localiza na encosta sudeste do monte das Oliveiras, no caminho de Jericó, e diz que o nome vinha das palmeiras que ali cresciam e que a aldeia era conhecida como el-Azariyeh, “lugar de Lázaro”.Fontes: Bethany · o próprio texto bíblico
- Tomé, um dos doze, também era chamado Dídimo, o equivalente grego do seu nome, que significa “gêmeo”. Quando Jesus resolveu voltar à Judeia, onde pouco antes tinham tentado apedrejá-lo, Tomé disse aos outros discípulos: “Vamos nós também, para morrermos com ele”.Fontes: Thomas · o próprio texto bíblico
- Depois que alguns contaram o que Jesus tinha feito, os principais sacerdotes e os fariseus reuniram o Sinédrio, com medo de que, se todos cressem em Jesus, os romanos lhes tirassem o lugar e a nação. Caifás, sumo sacerdote naquele ano e, segundo o dicionário bíblico de Easton (1897), um saduceu que ocupou o cargo de 27 a 36 d.C., disse que era melhor que um homem morresse pelo povo do que perecesse a nação inteira. João diz que, como sumo sacerdote naquele ano, ele profetizava que Jesus morreria pela nação, e daquele dia em diante tramaram matá-lo.Fontes: Caiaphas · o próprio texto bíblico
Notas escritas com auxílio de IA a partir de fontes abertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, domínio público) e revisadas antes de publicar.
Lugares deste capítulo
- Judea · Hoje: Judea 1 · 31.777, 35.234 · versículos 7, 8, 54
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículos 18, 54, 55
- Ephraim · Hoje: Taybeh · 31.954, 35.300 · versículo 54
Só aparecem lugares com identificação de alta confiança (90% ou mais segundo as fontes acadêmicas reunidas pelo OpenBible). Mapa da época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa atual: © colaboradores do OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos e licença desta tradução
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fonte: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org