Marcos 7
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Neuze ar farizianed ha lod eus ar skribed, deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout Jezuz; 2gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo, hep bezañ bet gwalc'het, [hag e kavjont da damall]. 3(Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep gwalc'hiñ o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh; 4ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez, o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.) 5War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep bezañ gwalc'het o daouarn? 6Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin. 7Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kredennoù a zo gourc'hemennoù tud. 8Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo. 9Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun; 10rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 11met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue, 12ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm, 13o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se. 14Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ: 15Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a ya ennañ, ne c'hell e huduraat; met ar pezh a zeu eus an den, ar re-se eo a hudura anezhañ. 16Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 17Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se. 18Eñ a lavaras dezho: Bez' oc'h ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er-maez an den, ne c'hell e lousaat? 19Rak an dra-se ne ya ket er galon, met er c'hof, a belec'h e kouezh el lec'h distro, ar pezh a c'hlana ar boued holl. 20Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ. 21Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù, 22an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez. 23An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den. 24Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet. 25Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid. 26Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezhañ da gas an diaoul kuit eus he merc'h. 27Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan. 28Met hi a respontas hag a lavaras dezhañ: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale. 29Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h. 30Hag, o vezañ distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele. 31Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Dekapoliz. 32Hag e voe degaset dezhañ un den bouzar ha mut, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ. 33O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod, 34hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata, da lavarout eo, digor-te. 35Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet, hag e komze hep poan. 36Jezuz a zifennas outo na lavarjent kement-se da zen; met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ. 37Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.
¿Sabías que…?
Pureza, tradición y el camino más allá de Galilea
- Fariseos y escribas que habían venido de Jerusalén cuestionaron a Jesús porque algunos de sus discípulos comían con las manos sin lavar. Marcos explica que, al guardar la tradición de los ancianos, los fariseos y todos los judíos no comían hasta lavarse de manera ceremonial, y que también se lavaban al volver del mercado y lavaban vasos, jarros, calderos y lechos para comer. Una cronología fecha este discurso sobre mandamientos y tradición en el año 29 d. C.Fuentes: el propio texto bíblico · Commandments and Tradition Discourse
- Jesús respondió citando a Isaías, hijo de Amoz, acerca de un pueblo que honra a Dios con los labios mientras el corazón está lejos de él, y que enseña preceptos humanos como doctrina. A la tradición de los ancianos contrapuso un mandamiento que atribuye a Moisés —honrar al padre y a la madre— y la práctica del corbán, que el texto explica como una ofrenda consagrada a Dios y por la cual, según él, la persona ya no podía hacer nada por su padre o su madre.Fuentes: el propio texto bíblico · Isaiah
- En la región de Tiro, una mujer griega, de origen sirofenicio, rogó a Jesús que expulsara un espíritu impuro de su hija. Después pasó por Sidón hasta el mar de Galilea y entró en la Decápolis: Sidón, en el Mediterráneo, al norte de Tiro, era la ciudad fenicia más antigua y la ciudad madre de Tiro, mientras que la Decápolis —nombre que significa diez ciudades— estaba al este y al sureste del lago y estaba habitada sobre todo por griegos. Allí le trajeron un hombre sordo que apenas podía hablar, y Jesús dijo: “Efata”, que el relato explica como “Ábrete”.Fuentes: el propio texto bíblico · Sidon · Tyre · Decapolis
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículo 1
- Galilee · 32.760, 35.527 · versículo 24
- Sidon · Hoy: Sandikli archaeological site in Sidon · 33.561, 35.372 · versículos 24, 31
- Tyre · 33.271, 35.196 · versículos 24, 31
- Phoenicia · 33.271, 35.196 · versículo 26
- Decapolis · 32.717, 35.800 · versículo 31
- Sea of Galilee · 32.819, 35.590 · versículo 31
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org