Marcos 13
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez! 2Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. 3Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ: 4Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ? 5Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. 6Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini. 7Pa glevot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, na spontit ket; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. 8Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo krenoù-douar e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha trubuilhoù; an traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo. 10Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù. 11Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel. 12Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv. 13Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet. 14Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi,] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, 15hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di, 16hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell. 17Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! 18Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv. 19Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ. 20Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet. 21Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket. 22Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet. 23Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok. 24En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, 25ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet. 26Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras; 27hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pell an douar betek pennoù pellañ an neñv. 28Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv; 29evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor. 30Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. 31An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. 32Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken. 33Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se. 34Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun. 35Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure, 36gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket. 37Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.

¿Sabías que…?
La caída del templo y el llamado a velar
- Cuando Jesús salía del templo, un discípulo señaló las magníficas piedras y edificios, y Jesús dijo que no quedaría piedra sobre piedra; todas serían derribadas. Estaba sentado en el monte de los Olivos, frente al templo. El monte de los Olivos es una sierra al este de Jerusalén, llamada así por los olivos que cubren sus laderas y separada de la ciudad por el valle de Cedrón.Fuentes: el propio texto bíblico · Mount of Olives
- Pedro, Santiago, Juan y Andrés preguntaron a Jesús en privado cuándo serían derribados los grandes edificios y qué señal mostraría que eso estaba a punto de cumplirse. Andrés era el hermano menor de Pedro; ambos eran pescadores de Betsaida. Santiago, hermano mayor de Juan e hijo de Zebedeo y Salomé, era pescador en sociedad con Pedro.Fuentes: el propio texto bíblico · Simon Peter · Andrew · James (Son of Zebedee)
- Jesús dijo que, cuando se viera la abominación de la desolación de pie donde no debía estar, los que estuvieran en Judea debían huir a los montes: nadie en la azotea debía volver a entrar a buscar algo, y nadie en el campo debía regresar por su manto. En el tiempo de Cristo, Judea era la más meridional de las tres divisiones de Palestina, distinta de Galilea y Samaria; bajo los romanos formaba parte de la provincia de Siria e incluía los territorios de Judá, Benjamín, Dan, Simeón y parte de Efraín.Fuentes: el propio texto bíblico · Judea
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org