Mateo 2
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, en ur lavarout: 2Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ. 3Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ. 4O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist. 5Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: 6Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel. 7Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho. 8Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ. 9Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan. 10Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez. 11O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir. 12O vezañ bet aliet gant Doue, dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all. 13Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv. 14Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt. 15Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt. 16Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed. 17Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia: 18Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui. 19Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout: 20Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ, a zo marv. 21Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel. 22Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. 23Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.

¿Sabías que…?
Magos, Herodes y Nazaret
- El rey Herodes de este capítulo es Herodes el Grande. Su hijo Arquelao, habido con Malthace, una mujer samaritana, heredó la tercera parte del reino: Idumea, Judea y Samaria. Hasta pocos días antes de la muerte de Herodes, otro hijo, Antipas, había sido nombrado sucesor, pero en sus últimos momentos Herodes nombró a Arquelao; por temor a él, José se apartó de Judea y se retiró a Galilea.Fuentes: Archelaus · el propio texto bíblico
- Mateo relaciona la muerte de los niños en Belén con palabras pronunciadas por el profeta Jeremías: una voz en Ramá, Raquel llorando por sus hijos. Raquel, una de las esposas de Jacob, murió al dar a luz a Benjamín y fue sepultada junto al camino de Efrata, es decir, Belén, justo al norte de la ciudad. Su sepulcro es objeto de gran veneración entre los judíos.Fuentes: el propio texto bíblico · Rachel · Bethlehem
- Belén, en la región montañosa de Judá, se llamaba antes Efrata y también era conocida como la ciudad de David; bajo los romanos quedaba en Judea, la más meridional de las tres divisiones de Palestina. José y María fueron en cambio a Nazaret, en Galilea, su hogar, un pueblo que no se menciona en el Antiguo Testamento. En general se supone que el nombre Nazaret proviene del hebreo netser, un renuevo o brote, aunque algunos lo relacionan con una palabra que significa guardar o vigilar.Fuentes: Bethlehem · Judea · Nazareth · el propio texto bíblico
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
- Bethlehem · 31.704, 35.208 · versículos 1, 5, 6, 8, 9, 16
- East · Hoy: region around Amman · 31.955, 35.934 · versículos 1, 2, 9
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículos 1, 3
- Judea · Hoy: Judea 1 · 31.777, 35.234 · versículos 1, 5, 22
- Egypt · 30.129, 31.308 · versículos 13, 14, 15, 19
- Galilee · 32.760, 35.527 · versículo 22
- Nazareth · 32.702, 35.298 · versículo 23
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org