Nations Bible

Lucas 11

an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.

1Un deiz ma oa Jezuz o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en devoe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ, evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien. 2Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,] 3ro deomp bemdez hor bara pemdeziek, 4pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug]. 5Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara, 6rak ur mignon din, o veajiñ, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ; 7ha mar respontfe dezhañ an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit! 8Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm. 9Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h. 10Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 11Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk? 12Pe c'hoazh, mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug? 13Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ! 14Jezuz a gasas kuit un diaoul mut; pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet. 15Lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul, priñs an diaoulien eo e kas an diaoulien kuit. 16Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlenne digantañ ur mirakl eus an neñv. 17Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti a vo diskaret. 18Mar emañ eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien? 19Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. 20Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h. 21Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h. 22Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk. 23An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez. 24Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; 25pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet. 26Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. 27Evel ma lavare an traoù-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet! 28Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ! 29Evel m'en em zastume ar bobl a vandenn war e dro, Jezuz en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall; goulenn a ra ur mirakl, ha ne vo roet hini ebet dezhañ, nemet hini [ar profed] Jona. 30Rak, evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Niniv, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ. 31Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon. 32Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona. 33Den n'enaou ul lamp evit he lakaat en ul lec'h kuzhet, pe dindan ar boezell; met he lakaat a ra war ar c'hantolor, abalamour d'ar re a zeu en ti da welout ar sklêrijenn. 34Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn. 35Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout. 36Mar deo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he sklêrijenn. 37Evel ma komze, ur farizian en pedas da leinañ en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol. 38Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein. 39An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez. 40Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh? 41Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h. 42Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 43Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù. 44Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno. 45Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez. 46Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. 47Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv. 48C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù. 49Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint, 50evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed, 51adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ. 52Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o vezañ kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 53Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù, 54o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].

Ilustración artística: una interpretación, no un registro histórico.

¿Sabías que…?

Oración, señales y ayes

  • Jesús habla de la sangre de todos los profetas, desde la sangre de Abel hasta la sangre de Zacarías, muerto entre el altar y el santuario. Abel era el segundo hijo de Adán y Eva y fue muerto por su hermano Caín. El Diccionario Bíblico de Easton (1897) identifica a este Zacarías como hijo o nieto del sumo sacerdote Joiada, apedreado por orden del rey en el atrio de la casa del Señor después de condenar al rey y al pueblo, y señala que Jesús alude a ese asesinato en este capítulo.Fuentes: el propio texto bíblico · Abel · Zacharias
  • Jesús dice que a esta generación no se le dará ninguna señal, excepto la señal de Jonás: así como Jonás fue una señal para los ninivitas, el Hijo del Hombre será una señal para esta generación, y los hombres de Nínive, que se arrepintieron ante su predicación, la condenarán en el juicio, porque aquí está alguien mayor que Jonás. El Diccionario Bíblico de Easton (1897) describe a Jonás, hijo de Amitai, de Gat-hefer, como profeta de Israel y misionero en Nínive, y lo llama tipo del Hijo del Hombre. Describe a Nínive como una ciudad grande y populosa, la floreciente capital del imperio asirio.Fuentes: el propio texto bíblico · Jonah · Nineveh
  • Después de que Jesús expulsa un demonio que era mudo, algunos dicen que lo hace por Beelzebú, príncipe de los demonios. El Diccionario Bíblico de Easton (1897) explica el nombre Satanás como adversario o acusador, dice que el Nuevo Testamento lo usa de manera intercambiable con el diablo y enumera a Beelzebub entre sus títulos. Jesús responde que todo reino dividido contra sí mismo quedará asolado y pregunta cómo puede permanecer el reino de Satanás si Satanás está dividido contra sí mismo.Fuentes: el propio texto bíblico · Satan

Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.

Lugares de este capítulo

  • Nineveh · 36.359, 43.153 · versículos 30, 32
  • South · Hoy: Sheba · 15.348, 44.206 · versículo 31

Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Habla con nosotros

Cuéntanos desde dónde lees, cómo te ha ayudado la Biblia o qué podemos mejorar. Leemos todos los mensajes.