Juan 9
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Evel ma oa Jezuz o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh. 2E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e gerent, dre ma'z eo ganet dall? 3Jezuz a respontas: N'eo ket en defe hemañ pe e dud pec'het, met abalamour ma vefe oberoù Doue disklêriet ennañ. 4E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni. 5E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed. 6O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se, 7hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer. 8An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen? 9Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo. 10Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 12Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket. 13Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall. 14Un deiz sabad e oa, p'en devoa Jezuz graet ar fank, ha p'en devoa digoret e zaoulagad dezhañ. 15Ar farizianed a c'houlenne eta digantañ ivez penaos en devoa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het hag e welan. 16Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo. 17Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo. 18Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud. 19Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ? 20E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall; 21met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ. 22E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn. 23Dre-se e dud a lavaras: Oad en deus, goulennit digantañ. 24Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her. 25Eñ a respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her; un dra a ouzon eo penaos e oan dall, ha penaos e welan bremañ. 26Int a lavaras c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit? 27Eñ a respontas dezho: E lavaret em eus dija deoc'h, ha n'hoc'h eus ket e selaouet? Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien? 28Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp-ni, ni a zo diskibien Moizez. 29Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met evit hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo. 30An den a respontas: Un dra souezhus eo, penaos n'ouzoc'h ket a-belec'h eo; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din! 31Ha, ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar re fall; met mar deu unan bennak da enoriñ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ. 32N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall. 33Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellje ober netra. 34Int a respontas dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit. 35Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue? 36Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ? 37Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit. 38Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ. 39Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel. 40Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall? 41Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

¿Sabías que…?
El hombre ciego de nacimiento
- El estanque de Siloé, adonde Jesús mandó al hombre a lavarse, se explica en el relato como Enviado; una nota sobre el lugar también vierte el nombre como Enviado o envío. Esa nota identifica el estanque con Birket Silwan, en el valle inferior del Tiropeón, al sureste del monte Sion. El agua llegaba de manera intermitente por un canal subterráneo sinuoso de 1750 pies, aunque la distancia directa era de solo 1100 pies, desde la Fuente de la Virgen, y el estanque medía 53 pies de norte a sur, 18 pies de ancho y 19 de profundidad.Fuentes: Siloam · el propio texto bíblico
- Los discípulos de Jesús suponían que alguien había pecado, el hombre o sus padres, porque había nacido ciego. Jesús respondió que ni él ni sus padres habían pecado y que esto había ocurrido para que las obras de Dios se manifestaran en él. Aun después, algunos de los que interrogaban al hombre hablaron de él como nacido en pleno pecado.Fuentes: el propio texto bíblico
- El día en que Jesús hizo barro y abrió los ojos del hombre era sábado, y los fariseos quedaron divididos: unos decían que no venía de Dios porque no guardaba el sábado, mientras otros preguntaban cómo un hombre pecador podía realizar tales señales. Los padres del hombre tuvieron miedo de decir cómo veía ahora, porque quien confesara a Jesús como el Cristo sería expulsado de la sinagoga. Una cronología del suceso sitúa la curación en el año 29 d. C. y le asigna la duración de un día.Fuentes: el propio texto bíblico · Blind Man Healed
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org