Juan 3
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Bez' e oa un den, e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien. 2Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ. 3Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue. 4Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag eñ a c'hell distreiñ e kof e vamm, ha bezañ ganet un eil gwech? 5Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue. 6Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered. 7Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez. 8An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered. 9Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober? 10Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se? 11E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni. 12Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel? 13Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv]. 14Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den, 15evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. 16Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. 17Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. 18An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue. 19Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù. 20Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù. 21Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue. 22Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze. 23Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet, 24rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon. 25Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh. 26Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout. 27Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv. 28C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl; 32reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni. 33An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion. 34Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

¿Sabías que…?
El nuevo nacimiento y el testimonio de Juan
- Nicodemo, cuyo nombre significa "el pueblo es vencedor", era fariseo y miembro del Sanedrín. Fue a Jesús de noche para conocer mejor su enseñanza, y el Evangelio lo llama líder de los judíos; Jesús se dirige a él como maestro de Israel.Fuentes: Nicodemus · el propio texto bíblico
- Después de esta conversación, Jesús y sus discípulos fueron a la zona rural de Judea, que bajo los romanos era la más meridional de las tres divisiones de Palestina. Juan también bautizaba en Enón, cerca de Salim, porque allí el agua era abundante; Salim, cuyo nombre significa "pacífico", quedaba al oeste del Jordán. Enón significa "manantiales", y el Diccionario Bíblico de Easton (1897) lo sitúa probablemente cerca del nacimiento superior del Wady Far'ah, un valle abierto lleno de manantiales que va del monte Ebal al Jordán.Fuentes: el propio texto bíblico · Judea · Aenon · Salim
- En este capítulo, Juan dice a sus discípulos que él no es el Cristo, sino que fue enviado delante de él, y el relato señala que aún no había sido encarcelado. El Diccionario Bíblico de Easton (1897) lo describe como el precursor de Jesús, de linaje sacerdotal, y dice que su misión fue objeto de profecía.Fuentes: el propio texto bíblico · John the Baptist
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Lugares de este capítulo
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · versículo 22
- Judea · Hoy: Judea 1 · 31.777, 35.234 · versículo 22
- Jordan · Hoy: Jordan River · 31.761, 35.558 · versículo 26
Solo aparecen lugares identificados con alta confianza (90 % o más según las fuentes académicas reunidas por OpenBible). Mapa de la época: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; mapa actual: © colaboradores de OpenStreetMap; lugares: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org