Juan 16
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall. 2Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue. 3Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me. 4Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h. 5Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez? 6Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h. 8Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh: 9a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon; 10a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui; 11a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet. 12Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen. 13Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont. 14Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h. 15Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h. 16C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 17Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad? 18Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. 19Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot. 20E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed. 22Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. 23Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. 24Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet. 25Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad. 26En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, 27rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue. 28Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad. 29E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet. 30Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue. 31Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ? 32Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin. 33Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

¿Sabías que…?
La partida, el Abogado y el gozo tras la tristeza
- Las notas de los acontecimientos sitúan este capítulo en el Discurso del Aposento Alto, un episodio de un día dentro de la Semana Santa, que esas notas presentan como un período de ocho días.Fuentes: Upper Room Discourse · Holy Week
- Jesús dice a los discípulos que los expulsarán de las sinagogas. Añade que viene un tiempo en que quien los mate pensará que está ofreciendo un servicio a Dios, porque no han conocido al Padre ni a él.Fuentes: el propio texto bíblico
- Él dice que es para el bien de ellos que se va, porque si no se va, el Abogado no vendrá. Cuando venga el Espíritu de verdad, los guiará a toda la verdad, no hablando por su propia cuenta, sino diciendo lo que oye y anunciando lo que ha de venir.Fuentes: el propio texto bíblico
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org