Juan 14
an Bibl · Toca un versículo para ver sus referencias cruzadas.
1Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù. Kredit e Doue, kredit ivez ennon. 2Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h. 3Ha pa vin aet, ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon. 4Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent. 5Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent? 6Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon. 7Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ, hag hoc'h eus e welet. 8Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp. 9Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad? 10Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran. 11Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes. 12E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 13Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab. 14Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ. 15Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù. 16Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h, 17ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezhañ, dre na wel ket anezhañ, ha n'anavez ket anezhañ; met c'hwi a anavez anezhañ, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h. 18Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout. 19C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez. 20En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h. 21An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ. 22Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed? 23Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ. 24An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerioù; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset. 25Lavarout a ran deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h. 26Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h. 27Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet. 28Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon. 29Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot. 30Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon. 31Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.

¿Sabías que…?
Jesús, el Camino al Padre
- Tomás, uno de los doce, le dice a Jesús que los discípulos no saben adónde va y, por eso, no pueden conocer el camino. También se le llamaba Dídimo, el equivalente griego de su nombre hebreo, que significa "gemelo". El Easton's Bible Dictionary (1897) observa que lo que se sabe de él está registrado en el cuarto Evangelio, incluido este diálogo.Fuentes: el propio texto bíblico · Thomas
- Felipe, también uno de los doce y natural de Betsaida, la ciudad de Andrés y Pedro, pide a Jesús que les muestre al Padre. Jesús responde que ha estado con ellos todo ese tiempo y que quien lo ha visto ha visto al Padre. El Easton's Bible Dictionary (1897) cita este diálogo entre los pasajes que sugieren que Felipe ocupaba un lugar destacado entre los apóstoles.Fuentes: el propio texto bíblico · Phillip the Apostle
- El discípulo que pregunta por qué Jesús va a revelarse a los discípulos y no al mundo se llama Judas, no el Iscariote, para distinguirlo de Judas Iscariote, hijo de Simón, hombre de Queriot, que traicionó a Jesús. El Easton's Bible Dictionary (1897) dice que Juan probablemente se refiere al mismo apóstol llamado Lebeo en Mateo, Tadeo en Marcos y Judas, hermano de Santiago, en Lucas, y lo identifica como Judas, autor de la epístola.Fuentes: el propio texto bíblico · Lebbaeus Thaddaeus · Judas Iscariot
Notas escritas con ayuda de IA a partir de fuentes abiertas (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, dominio público) y revisadas antes de publicarse.
Créditos y licencia de esta traducción
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Fuente: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org