Mark 5
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz. 2Ha raktal, evel ma tiskennas Jezuz eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout. 3Chom a rae er bezioù, ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, na zoken gant chadennoù; 4rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid, hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en devoa torret ar chadennoù ha friket an hern; ha den ne c'helle e zoñvaat. 5Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein. 6P'en devoe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ, 7hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon. 8Rak Jezuz a lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se. 9Ha Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp. 10Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se. 11Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ. 12Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno. 13Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil. 14Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet; 15dont a rejont da gavout Jezuz, hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat; hag o devoe aon. 16Ar re o devoa gwelet-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaoul, ha gant ar moc'h. 17Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro. 18Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul en pedas d'e lezel da vont gantañ. 19Met Jezuz n'en lezas ket, hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit, ha penaos en deus bet truez ouzhit. 20Eñ a yeas kuit, hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en devoa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras. 21Jezuz o vezañ, dre ar vag, tremenet en tu all, ul lod bras a bobl en em zastumas en-dro dezhañ; tost d'ar mor e oa. 22Unan a vestroù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid, 23hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo. 24Ha Jezuz a yeas gantañ; ur bobl vras a yeas war e lerc'h, hag a waske anezhañ. 25Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ; 26gouzañvet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vadoù hep bezañ bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat; 27o vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar vandenn dre ziadreñv, hag e stokas ouzh e zilhad. 28Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet. 29Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan. 30Kerkent, Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad? 31E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? 32Hag e selle en-dro, evit gwelout piv en devoa graet-se. 33Neuze ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas hag en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ an holl wirionez. 34Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h, ha bez dizereet eus da gleñved. 35Evel ma komze c'hoazh, tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na ro ket ken muioc'h a boan d'ar Mestr. 36Kerkent, evel ma klevas Jezuz kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken. 37Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez. 38O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras, ha tud a ouele, hag a laoske kriadennoù kreñv. 39Hag o vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se, ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra. 40Hag int a rae goap outañ; met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet. 41O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav. 42Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet. 43Neuze e c'hourc'hemennas start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e lavaras reiñ da zebriñ d'ar plac'h yaouank.

Did you know?
Restored on both shores of the sea
- Mark says they landed in the region of the Gerasenes, and the freed man then proclaimed throughout the Decapolis how much Jesus had done for him. The Decapolis was a district of ten cities east and south-east of the Sea of Galilee, chiefly inhabited by Greeks, and Gadara was one of them. A source heading also calls the episode the Gadarene demoniacs, a place-name different from Mark’s Gerasenes.Sources: the Bible text itself · Decapolis · Gadarene Demoniacs
- On the other shore, a synagogue leader named Jairus begged Jesus to come to his little daughter. Easton's Bible Dictionary (1897) identifies him as a ruler of the synagogue at Capernaum whose only daughter Jesus restored to life. Mark records “Talitha koum,” explained as “Little girl, I say to you, get up!”; the dictionary cites “Talitha cumi,” “Maid, arise,” and says Jesus ordered food to strengthen her and to show she was no ghost but had returned to ordinary life.Sources: the Bible text itself · Jairus
- Jesus allowed only Peter, James, and John to go in with the child’s father and mother. Easton's Bible Dictionary (1897) describes James as a fisherman, the son of Zebedee and an elder brother of John, in partnership with Peter, and notes that he was present at the raising of Jairus’s daughter.Sources: the Bible text itself · James (Son of Zebedee)
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org