Nations Bible

Mark 15

an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.

1Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat. 2Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 3Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra. 4Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit. 5Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet. 6Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl. 7Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h. 8Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadennoù bras,] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet. 9Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? 10Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn. 11Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz. 12Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien? 13Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz! 14Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz! 15Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz. 16Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad. 17Hag e wiskjont anezhañ gant ur vantell vouk, hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o devoa gweet. 18Neuze en em lakajont d'e saludiñ, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien! 19Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e krañchjont outañ, hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ. 20Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell vouk diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz. 21Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezhañ dougen kroaz Jezuz. 22Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn. 23Hag e kinnigjont dezhañ da evañ gwin mesket gant mir; met ne evas ket anezhañ. 24Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini. 25Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz. 26Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN. 27Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ. 28[Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.] 29Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz, 30en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz! 31Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! 32Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ. 33Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. 34Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? 35Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia. 36Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn. 37Neuze Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a varvas. 38Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ. 39Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. 40Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome, 41ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem. 42Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad, 43Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz. 44Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa. 45O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef. 46Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez. 47Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.

Did you know?

Trial, Crucifixion, and Burial

  • According to Easton's Bible Dictionary (1897), Pontius Pilate was a Roman procurator of Judea from A.D. 26 to 36, with headquarters at Caesarea, though he often went up to Jerusalem. At the feast it was his custom to release a prisoner chosen by the people. Barabbas, a name meaning “son of Abba” or “son of a father,” was a notorious robber imprisoned with rebels who had committed murder during an insurrection, and the crowd demanded his release instead of Jesus.Sources: Pontius Pilate · Barabbas · the Bible text itself
  • They brought Jesus to a place called Golgotha, which Mark explains as the Place of the Skull. The name represents in Greek letters the Aramaic word Gulgaltha, the Hebrew gulgoleth, meaning “a skull,” and it is the same place known as Calvary. It was a little knoll rounded like a bare skull, a well-known spot outside the gate and near the city.Sources: Golgotha · the Bible text itself
  • At the ninth hour Jesus cried out, “Eloi, Eloi, lema sabachthani?” which Mark explains as, “My God, My God, why have You forsaken Me?” Some standing nearby thought he was calling Elijah, the Tishbite prophet, and someone suggested they wait to see whether Elijah would come and take him down.Sources: the Bible text itself · Elijah

Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.

Places in this chapter

  • Cyrene · 32.821, 21.851 · verse 21
  • Galilee · 32.760, 35.527 · verse 41
  • Jerusalem · 31.777, 35.234 · verse 41

Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).

Credits and license for this translation
an Bibl
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition
Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain
Language: Brezhoneg (Breton)
Translation by: Jean-François le Gonidec
2014-08-11

Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org

Talk to us

Tell us where you read from, how the Bible has helped you, or what we could improve. We read every message.