Matthew 4
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. 2Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon. 3An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. 4Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue. 5Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 7Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 8An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, 9hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ. 10Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 11Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ. 12Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea. 13O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali, 14evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: 15Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed, 16ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv. 17Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. 18Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 20Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 21Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. 22Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ. 23Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. 24Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho. 25Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.

Did you know?
From the Wilderness to the Shores of Galilee
- The tempter in this chapter is called both the devil and Satan, a name meaning "adversary" or "accuser." A Bible dictionary notes that in the New Testament Satan is used interchangeably with the devil, and that he tempted Jesus in the wilderness. After fasting forty days and forty nights, Jesus refused demands to turn stones into bread, to throw himself from the pinnacle of the temple, and to worship Satan in exchange for the kingdoms of the world, answering from Scripture until the devil left and angels ministered to him.Sources: the Bible text itself · Satan
- When Jesus heard that John had been imprisoned, he withdrew to Galilee, left Nazareth, and settled in Capernaum, by the sea in the region of Zebulun and Naphtali, a move that Matthew links to words spoken through the prophet Isaiah. A geographical note explains that Galilee remained long occupied by its earlier inhabitants and so came to be called "Galilee of the Gentiles." Capernaum is not mentioned in the Old Testament; a place entry says that after Jesus was expelled from Nazareth it became his own city.Sources: the Bible text itself · Galilee · Capernaum
- Walking beside the Sea of Galilee—a lake that the Gospel of John also calls the Sea of Tiberias, about twelve and a half miles long—Jesus called two pairs of brothers who worked as fishermen. Simon, called Peter, and Andrew were casting a net; a Bible dictionary notes that Andrew, from Bethsaida, had first been a disciple of John the Baptist, and that the two brothers did not become Jesus' stated attendants until after John's imprisonment. Farther along, James and John, sons of Zebedee, were in a boat with their father mending nets; Jesus called them, and both pairs left their work and followed him.Sources: the Bible text itself · Andrew · James (Son of Zebedee) · Sea of Galilee
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
- Jerusalem · 31.777, 35.234 · verses 5, 25
- Galilee · 32.760, 35.527 · verses 12, 13, 15, 23, 25
- Judea · Today: Judea 1 · 31.777, 35.234 · verses 12, 25
- Nazareth · 32.702, 35.298 · verse 13
- Jordan · Today: Jordan River · 31.761, 35.558 · verses 15, 25
- Sea of Galilee · 32.819, 35.590 · verse 18
- Syria · Today: Syria 2 · 33.511, 36.306 · verse 24
- Decapolis · 32.717, 35.800 · verse 25
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org