Matthew 28
an Bibl · Tap a verse to see its cross-references.
1Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez. 2Ha setu e c'hoarvezas ur c'hren-douar, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen [a zirak ar bez], hag a azezas warnañ. 3E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h. 4Ar warded a grene gant ar spont razañ, hag e teujont evel tud varv. 5Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz. 6N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv, hervez m'en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa bet lakaet an Aotrou; 7it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h. 8Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-mañ d'an diskibien. 9Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ. 10Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon. 11Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet. 12Ar re mañ o vezañ en em zastumet gant an henaourien, ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded, 13o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz ha laeret o deus e gorf e-keit ha ma oamp kousket. 14Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ, hag a dennimp ac'hanoc'h a boan. 15Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv. 16Met an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez a oa bet merket dezho gant Jezuz. 17Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ; met darn a zouetas. 18Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar. 19It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, 20hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

Did you know?
The Resurrection and Galilee
- Mary Magdalene, who went to the tomb at dawn with the other Mary, bears a surname derived from Magdala, the place of her birth, to distinguish her from the other Marys of the Gospels. A dictionary entry treats as mistaken the notion that she was the woman called a sinner in Luke 7.Sources: Mary Magdalene · the Bible text itself
- The angel and then Jesus told the women that he was going ahead of the disciples into Galilee, and the eleven later went to a mountain there that he had designated. The Jews called the region Galil; because it long remained occupied by its original inhabitants, it came to be called Galilee of the Gentiles and also Upper Galilee, to distinguish it from an extensive addition later made toward the south, usually called Lower Galilee.Sources: Galilee · the Bible text itself
- The chapter records that some of the guards reported to the chief priests what had happened, and that the chief priests, after meeting with the elders, gave the soldiers a large sum of money to say that the disciples came by night and stole the body while the guards were asleep. It adds that this account has been circulated among the Jews to this very day.Sources: the Bible text itself
Notes written with AI assistance from open sources (Theographic Bible Metadata, CC BY-SA 4.0; Easton’s Bible Dictionary, public domain) and reviewed before publishing.
Places in this chapter
Only places identified with high confidence are shown (90% or more according to the scholarly sources compiled by OpenBible). Period map: DARE (Digital Atlas of the Roman Empire), CC BY 4.0; modern map: © OpenStreetMap contributors; places: OpenBible.info (CC BY 4.0).
Credits and license for this translation
an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11
Source: http://ebible.org/breBRG/ · eBible.org